Karront Sant Jakez
daskemmet d’an 21.01.2026.
Berradurioù : p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Karront Sant Jakez, anv benel.
Galaskienn, enni Koskoriad an Heol. Heñvelsterioù : Alezioù Sant Jakez, Bali C'hlas, Balioù Sant Jakez, Bali Sant Jakez, Bali Sant Jalm, Bali Sant Pêr, Bali Wenn (ar V.), Chadenn Lou, Hent Ahez, Hent an Neñvoù, Hent ar Stered, Hent Bulad, Hent Gwenn (an), Hent Gwenn an Neñv, Hent Kaer ar Furnezh, Hent-Karr Sant Pêr, Hentoù Sant Jakez, Hent Sant Jakez, Hent Sant Jakez e Spagn, Hent Sant Jalm, Hent Sant Yann, Karront Ahez, Karront an Avel, Roudoù Pazioù Sant Jakez, Roufiennoù Sant Jakez, Traoñienn Jozafat.
Diskouez a ree din Steredenn an Hanter-Noz ha Karront Sant Jakez, ar roudenn lugernus-se, rannet ganti an oabl hag o tiskenn war-zu ar C’hreisteiz. (Ar Gow, 1955:165)
Istor
1955 : Karront Sant Jakez (Ar Gow, 1955:165). 1999 : Karront-sant-Jakez (Menard, 1999:462).
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Herve ar Bihan, Hervé Le Bihan.
Oberennoù ha pennadoù
- Ar Gow, Yeun : 1955. E skeud tour bras sant Jermen. Ar Baol : Impr. La Mouette.
- Menard, Martial : 1999. « Notennoù a-zivout un nebeud anvioù brezhonek a ya da envel ar c’halaksienn Lacteus orbis ». Le Bihan, Hervé (embanner) : 1999. Breizh ha poploù Europa / Bretagne et peuples d’Europe / Brittany and peoples of Europe – Pennadoù en enor da / Mélanges en l’honneur de / Articles to honour / Pêr Denez. Lesneven : Hor Yezh ; Roazhon : Presses universitaires de Rennes. P. 457-467.