Hent Gwenn (an)

Lakaet enlinenn d’an 29.12.2025,
daskemmet d’an 21.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

Hent Gwenn (an), anv gourel.

Galaskienn, enni Koskoriad an Heol. Heñvelsterioù : Alezioù Sant Jakez, Bali C'hlas, Balioù Sant Jakez, Bali Sant Jakez, Bali Sant Jalm, Bali Sant Pêr, Bali Wenn (ar V.), Chadenn Lou, Hent Ahez, Hent an Neñvoù, Hent ar Stered, Hent Bulad, Hent Gwenn an Neñv, Hent Kaer ar Furnezh, Hent-Karr Sant Pêr, Hentoù Sant Jakez, Hent Sant Jakez, Hent Sant Jakez e Spagn, Hent Sant Jalm, Hent Sant Yann, Karront Ahez, Karront an Avel, Karront Sant Jakez, Roudoù Pazioù Sant Jakez, Roufiennoù Sant Jakez, Traoñienn Jozafat.

Ret dit gouzout ez eo lodek hon heol (hag e nav flanedenn) er stergoumoulenn anvet an Hent Gwenn (pe Hent sant Jalm pe Chadenn Lou), dezhi stumm ur grampouezhenn bolzennek he c’hreiz ha tanav he zrobarzh. (Seubil-Kernaodour, 1988:17a)
Pa vez sklaer-tre an noz e c’heller he gwelet dre an troc’h anezhi, dindan stumm ur seizenn c’houloù dispis a-walc’h he bevennoù o treuziñ an oabl: anc’hane hec’h anv a “Hent Gwenn”. (Seubil-Kernaodour, 1988:17a)
An heol a zo e penn diavaez ur stergoumoulenn anvet an Hent Gwenn. (Seubil-Kernaodour, 1988:17a)
Lez Don zo lodek en Hent Gwenn hag a vez uhel en oabl e-tro diwezh an diskar-amzer pe deroù ar goañv. (Seubil-Kernaodour, 1988:18b)
Eseot hag a zo he fenn unan eus stered ar c’harrez; a-walc’h eo lec’hiañ an teir steredenn c’houloù a ra un tu eus he c’horf hag unan eus he divhar (eben zo stered amsplann ouzh hec’h ober); ur goabrenn amspis a verzi ivez tost-kichen he glin hantersoublet: ur stergoumoulenn ez eo kenkoulz hag hon Hent Gwenn, enni kantadoù ha kantadoù a viliadoù a heolioù. (Seubil-Kernaodour, 1988:23a-b) [Lenn : « Eseot zo ».]
E-harz treid Eseot emañ Drestan, ur steredeg eus an Hent Gwenn, enni div steredenn welevus: Ildud ha Gorwenal a argemm al luc’h dioute a-brantadoù. (Seubil-Kernaodour, 1988:23b)
Klisiañ a ra ar Gazeg an Hent Gwenn dre e ziavez. (Seubil-Kernaodour, 1988:24a)
Ar Ri (ar Roue), anvet ivez ar Rastell: ar steredeg dispar-se a c’helli arvestiñ outi etre miz Kerzu ha miz Meurzh. Ne c’hellez ket c’hwitout warni: bezañ emañ ouzh hec’h ober teir steredenn welevus a-steud (war ul linenn) ha tost an eil d’eben [graet e vez anezhe an Tri Roue (anvet ivez Gouriz ar Ri)] ha div steredenn all gwelevus kenañ: — Mabon, arruz, lec’hiet war harzoù an Hent Gwenn, ur geursteredenn anezhi (400 gwezh brasoc’h he zreuzkiz eget hini an heol); — Riwall, arc’hlas, goursteredenn anezhi peogwir ez eo he zreuzkiz 33 gwezh breasoc’h eget hini an heol. (Seubil-Kernaodour, 1988:24b-25a)

Takad arver

Testeniekaet eo bet e Plouared e 1997 (Menard, 1999:459).

Testenioù

1848 : « An Hent guen pe Hent sant Jacquèz.» (Lebreton, 1848:22). 1884 : « Hent gwenn » (Gaidoz ha Rolland, 1884-1885:153a). 1988 : « Hent Gwenn: Lacteus orbis » (Seubil-Kernaodour, 1988:26b). 1999 : « An hent-gwenn », « An Hent-Gwenn » (Menard, 1999:459).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Herve ar Bihan, Hervé Le Bihan.

Oberennoù ha pennadoù

  • Gaidoz, Henri ; Rolland, Eugène : 1884-1885. « La Voie Lactée ». Gaidoz, Henri (embanner) ; Rolland, Eugène (embanner) : 1884-1885. Mélusine – Recueil de mythologie – Littérature populaire, traditions & usages, levrenn 2. Pariz : Bureaux de la revue. P. 151a-158b.
  • Lebreton, Paul : 1848. Studi var an astrou. Brest : Moullerezh J.-B. Lefournier.
  • Menard, Martial : 1999. « Notennoù a-zivout un nebeud anvioù brezhonek a ya da envel ar c’halaksienn Lacteus orbis ». Le Bihan, Hervé (embanner) : 1999. Breizh ha poploù Europa / Bretagne et peuples d’Europe / Brittany and peoples of Europe – Pennadoù en enor da / Mélanges en l’honneur de / Articles to honour / Pêr Denez. Lesneven : Hor Yezh ; Roazhon : Presses universitaires de Rennes. P. 457-467.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.