Hent ar Stered
daskemmet d’an 21.01.2026.
Berradurioù : p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Hent ar Stered, anv gourel.
Galaskienn, enni Koskoriad an Heol. Heñvelsterioù : Alezioù Sant Jakez, Bali C'hlas, Balioù Sant Jakez, Bali Sant Jakez, Bali Sant Jalm, Bali Sant Pêr, Bali Wenn (ar V.), Chadenn Lou, Hent Ahez, Hent an Neñvoù, Hent Bulad, Hent Gwenn (an), Hent Gwenn an Neñv, Hent Kaer ar Furnezh, Hent-Karr Sant Pêr, Hentoù Sant Jakez, Hent Sant Jakez, Hent Sant Jakez e Spagn, Hent Sant Jalm, Hent Sant Yann, Karront Ahez, Karront an Avel, Karront Sant Jakez, Roudoù Pazioù Sant Jakez, Roufiennoù Sant Jakez, Traoñienn Jozafat.
Hent-ar-Stered, mar n’en deus netra dibar, zo un anvadur hag a dalv ivez. (Menard, 1999:464)
Takad arver
Testeniekaet eo bet e Trabrivan e 1997 (Menard, 1999:460).
Testeni
1999 : « Hent-ar-stered » (Menard, 1999:460).
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Herve ar Bihan, Hervé Le Bihan.
Oberennoù ha pennadoù
Menard, Martial : 1999. « Notennoù a-zivout un nebeud anvioù brezhonek a ya da envel ar c’halaksienn Lacteus orbis ». Le Bihan, Hervé (embanner) : 1999. Breizh ha poploù Europa / Bretagne et peuples d’Europe / Brittany and peoples of Europe – Pennadoù en enor da / Mélanges en l’honneur de / Articles to honour / Pêr Denez. Lesneven : Hor Yezh ; Roazhon : Presses universitaires de Rennes. P. 457-467.