Bali Sant Jakez

Lakaet enlinenn d’an 31.12.2025,
daskemmet d’an 21.01.2026.

Berradurioù : bl. bloavezh ; niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

Bali Sant Jakez, anv benel.

Galaskienn, enni Koskoriad an Heol. Heñvelsterioù : Alezioù Sant Jakez, Bali C'hlas, Balioù Sant Jakez, Bali Sant Jalm, Bali Sant Pêr, Bali Wenn (ar V.), Chadenn Lou, Hent Ahez, Hent an Neñvoù, Hent ar Stered, Hent Bulad, Hent Gwenn (an), Hent Gwenn an Neñv, Hent Kaer ar Furnezh, Hent-Karr Sant Pêr, Hentoù Sant Jakez, Hent Sant Jakez, Hent Sant Jakez e Spagn, Hent Sant Jalm, Hent Sant Yann, Karront Ahez, Karront an Avel, Karront Sant Jakez, Roudoù Pazioù Sant Jakez, Roufiennoù Sant Jakez, Traoñienn Jozafat.

Eujen ne gave ket d’ezhan en dije biscoaz guelet kement a stered, dreist-oll er vali venn, hanvet gant meur a hini, bali sant Jakez. (F., 1877:84a)
Ma c’hellfemp pignet beteg bali S. Jakes a zo ker caër da velet en nozveziou sclear ! (Ar C'haer, 1907:197)
En tu all da vali S. Jakes ez eus baliou all ne vezont ket guelet gant an daoulagad noaz. (Ar C'haer, 1907:197)
Ma c’hellfec’h mont da heul ar sklerijenn-se, e tegouesfec’h:
betek al loar, a-benn eur rann-vunutenn,
betek an heol, a-benn eiz munutenn,
betek ar steredenn dosta, a-benn pevar bloaz,
betek ar steredenn anvet Capella, a-benn 47 vloaz,
betek ar steredenn anvet Orion, a-benn 500 vloaz,
betek ar penn pella eus bali Sant Jakez, a-benn 150.000 vloaz.
(Gwastino, 1944:108)
E bali Sant Jakez e c’heller konta tregont mil milion (30.000.000.000) heol, pep hini anezo ken bras hag an hini a ro sklerijenn d’an douar. (Gwastino, 1944:108)
Met en tu hont da vali Sant Jakez, ez eus nivlennou-oabl […], hag e pep hini anezo, hervez ma lavar an dud desket, ez eus tregont mil milion heol all. (Gwastino, 1944:108)
Ha m’ he defe gellet mont betek bali Sant Jakez! Petra he defe lavaret. (Gwastino, 1944:108)
Kals pelloc’h e welomp eul lostennad sklerijenn o kelc’ha ar volz : Bali Sant Jalm pe Sant Jakez eo, eur sklerijenn o tont eus meur a gant viliad a stered, re bell diouzomp evit ma c’hellfemp o gwelet a-unanou. (Seite, 1948:6b-7a)
Bali Sant-Jakez a zo heñchet biz-mervent. (Rozmoal, 1995:21)
Pa weler sklêr bali Sant-Jakez e vez laret : «Frêz ar stered, digor karront an avel». (Rozmoal, 1995:21)
«Digor karront an avel», a lare ar re goz, pa welent frêz steredigou bali Sant Jakez (heñchet biz-mervent) hag en devechou war-lerh e c’hweze an avel deuz koste ar mervent. (Rozmoal, 1995:72)
Evit Lacteus orbis, evel ma weler a-us, er c’haver e : Bali-sant-Jakez, Balioù-sant-Jakez, Bali-sant-Jalm, Bali-sant-Pêr hag Ar Vali-Wenn hag Ar Vali-C’hlas. (Menard, 1999:464)

Takad arver

Testeniekaet bet eo e Leon e 1924 (Esnault, 1966:25) hag e Plougastell-Daoulaz e 1995 (Rozmoal, 1995:21, 72).

Testenioù

1931 : « hent sant Jalm, bali sant Jakez » (Vallée, 1931:787b, pg. « Voie »). 1966 : « Bali sant Jakez » (Esnault, 1966:25). 1995 : « Bali Sant-Jakez » (Rozmoal, 1995:21); « Karront an avel : bali sant Jakez » (Rozmoal, 1995:72). 1999 : « Bali-sant-Jakez » (Menard, 1999:459).

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Herve ar Bihan, Hervé Le Bihan ; Yann-Frañsez ar C'haer, Jean-François Caër ; Frañsez Vallée, François Vallée.

Oberennoù ha pennadoù

  • Caër, Jean-François : 1907. « Perag e ranker credi ez eus un Doue ? (Kendalc’h) ». Feiz ha Breiz, 8vet bl., niv. 7, Gwengolo 1907, p. 193-197.
  • Esnault, Gaston : 1966. « Danvez geriadur ». Hor Yezh, niv. 48-49.
  • F., O. : 1877. « Apparision ar Verc’hez e Pont-Meen – II (Kendalc’h) ». Feiz ha Breiz, 13vet bl., 3de rumm, niv. 11, 12 a viz Mae 1877, p. 83b-84b.
  • Gwastino : 1944. « Evit ar re a oar konta ». Ar vuhez kristen, 18vet bl., niv. 4, Ebrel 1944, p. 108.
  • Menard, Martial : 1999. « Notennoù a-zivout un nebeud anvioù brezhonek a ya da envel ar c’halaksienn Lacteus orbis ». Le Bihan, Hervé (embanner) : 1999. Breizh ha poploù Europa / Bretagne et peuples d’Europe / Brittany and peoples of Europe – Pennadoù en enor da / Mélanges en l’honneur de / Articles to honour / Pêr Denez. Lesneven : Hor Yezh ; Roazhon : Presses universitaires de Rennes. P. 457-467.
  • Rozmoal, Lan : 1995. Plougastell, torret e ziouaskell ! – Le « Plougastell » tel qu’on le parle. Brest : Emgleo Breiz, Ar Skol Vrezoneg.
  • Seite, J. : 1948. « Savomp hon daoulagad etrezek ar stered ». Kroaz Breiz, niv. 7, Du 1948, p. 6-7.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l’Impr. commerciale de Bretagne.