Roudoù Pazioù Sant Jakez
daskemmet d’an 21.01.2026.
Berradurioù : p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Roudoù Pazioù Sant Jakez, anv gourel lies.
Galaskienn, enni Koskoriad an Heol. Heñvelsterioù : Alezioù Sant Jakez, Bali C'hlas, Balioù Sant Jakez, Bali Sant Jakez, Bali Sant Jalm, Bali Sant Pêr, Bali Wenn (ar V.), Chadenn Lou, Hent Ahez, Hent an Neñvoù, Hent ar Stered, Hent Bulad, Hent Gwenn (an), Hent Gwenn an Neñv, Hent Kaer ar Furnezh, Hent-Karr Sant Pêr, Hentoù Sant Jakez, Hent Sant Jakez, Hent Sant Jakez e Spagn, Hent Sant Jalm, Hent Sant Yann, Karront Ahez, Karront an Avel, Karront Sant Jakez, Roufiennoù Sant Jakez, Traoñienn Jozafat.
Bugaligoù, deuit da welet roudoù-pazioù-sant-Jakez, pegen sklaer eo ! (Menard, 1999:463)
Takad arver
Testeniekaet eo war Enez-Vaz e 1997 (Menard, 1999:463).
Testeni
1999 : « Roudoù-pazioù-sant-Jakez » (Menard, 1999:463).
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Herve ar Bihan, Hervé Le Bihan.
Oberennoù ha pennadoù
Menard, Martial : 1999. « Notennoù a-zivout un nebeud anvioù brezhonek a ya da envel ar c’halaksienn Lacteus orbis ». Le Bihan, Hervé (embanner) : 1999. Breizh ha poploù Europa / Bretagne et peuples d’Europe / Brittany and peoples of Europe – Pennadoù en enor da / Mélanges en l’honneur de / Articles to honour / Pêr Denez. Lesneven : Hor Yezh ; Roazhon : Presses universitaires de Rennes. P. 457-467.