Rouanezig (ar)

Lakaet enlinenn d’an 29.12.2025,
daskemmet d’ar 07.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Rouanezig (ar), anv benel.

Reizhiad stered eus steredeg ar Morgazh, Regulus hec'h anv skiantel, hag a ya div zivsteredenn ouzh hec'h ober.

Ar Morgazh (al Lev pe Leon) zo ur vras a steredeg hañval ouzh ul leon enni un tregont steredenn bennak; teir anezhe zo gouloù-kenan hag ar Rouanezig a reer eus an hini welevusañ: aes e vo dit kavout ar steredenn-se pa vo ar Morgazh uhel en oabl (etre miz C’hwevrer ha miz Mezheven) dre dresañ ul linenn adalek rodoù a-dreñv Karr Arzhur dre bavioù arzh Kastell Karr Bras; div wezh gwelevusoc’h eo eget ar Sterenn ha glaswenn he gouloù; bezañ e c’hall bezañ damguzhet gant al loar pe gant planedennoù dre m’emañ war ar c’helc’htrova. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:19b) [Dre fazi, e-lec'h : « ar C’hastell-Karr Bras ».]
An Aerouant (lun 9) zo anezhañ ledanañ steredeg an oabl (emledañ a ra war ur c’hard outañ) ! E benn (a c’haller gwelet etre C’hwevrer ha Mae pergen), zo anezhañ ur strolladig stered lec’hiet hanter-hent etre ar Rouanezig ha Kian (eus ar C’hi Bihan); ul linenn o tremen dre pavioù a-raok ar Morgazh a ziraez ar penn-se. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:23a)

Testeni

1988 : « Rouanezig (ar): Regulus » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26d).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.