tad-kuñv
daskemmet d’an 21.06.2023.
Berradurioù : fesk. feskenn ; k. kartenn ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadurioù
tad-kuñv, tadoù-kuñv, pennanv niveradus gourel.
Tad d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh. Heñvelsterioù : gourdad-kozh, hendad-kozh, tadig(où)-kozh, tadigoù, tad-ioù (ster 3), tad-ioù-kozh, tad-kozh (ster 2), tad-kozh e-raok, tad-kozhig(où), tad-kozh-kuñv, tad-kun (ster 2).
mamm-guñv, tud-kuñv.
Takad arver
Arveret eo e Leon (Ar Rouz, 1963:k. 575 ; An Du, 2001:k. 576), war-bouez un takadig etre kreiz ha biz Gorre-Leon (An Du, 2001:k. 576), hag e Kernev (Ar Rouz, 1963:k. 575), war-bouez aodoù ar c'hreisteiz, un takadig e gwalarn Bro-C'hlazig (Ar Rouz, 1963:k. 575) hag unan all e hanternoz ar C'hab (An Du, 2001:k. 576). Testeniekaet eo e biz Treger ivez, e Pleuvihan (Ar Rouz, 1963:k. 575).
Gerdarzh
Diwar ar pennanv tad hag an adanv kuñv.
Levrlennadur
Aozerien hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann an Du, Jean Le Dû ; Pêr ar Rouz, Pierre Le Roux.
Oberennoù ha pennadoù
- Le Dû, Jean : 2001. Nouvel atlas linguistique de la Basse-Bretagne, levrenn 2. Brest : Centre de recherche bretonne et celtique, Université de Bretagne occidentale.
- Le Roux, Pierre : 1963. Atlas linguistique de Basse-Bretagne, 6vet fesk. Roazhon : Plihon et Hommay.
- Paotr Juluen : 1935. An Tornaod. Gwengamp : Mouladuriou Arvor.