aspoblañ
Lakaet enlinenn d’an 18.10.2021,
daskemmet d’an 21.10.2021.
daskemmet d’an 21.10.2021.
Termenadur
aspoblañ, verb.
Poblañ en-dro. Heñvelster : adpoblañ.
33. Ével-henn é lavar an Aotrou Doué : Enn deiz é pehini em bézô hô klanet eûz hoc’h holl fallagriézou, em bézô aspoblet hô kériou, hag assavet hô tizériou ,
34. Ma vézô labouret a-névez ann douar-zé péhini a oa didûd, ha gwastet holl é daoulagad an holl argarzérien ,
35. É liviriñt : Ann douar fraost-zé a zô deûet ével eul liors dudiuz ; ar c’hériou didûd, ha dilézet, ha gwastet, a zô deûet da véza kré. (Ar Gonideg, 1866:192)
Gerdarzh
Diwar ar verb poblañ hag ar rakger as-.
Troidigezh
Er geriadurioù : aspobla « repeuplement » ha « repeupler » (Vallée, 1931).
Levrlennadur
Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann-Frañsez ar Gonideg, Jean François Marie Maurice Agathe Le Gonidec ; Frañsez Vallée, François Vallée.
Oberennoù ha pennadoù
- Le Gonidec, Jean François Marie Maurice Agathe : 1866. Bibl santel pe Levr ar skritur sakr, Eil levr. Sant-Brieg : L. Prud’homme.
- Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]