Kasiopeia
Lakaet enlinenn d’an 22.02.2025.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Kasiopeia, anv benel.
Steredeg Cassiopeia hec'h anv skiantel. Heñvelster : Lez Don.
Gwelout a raed ar stered an eil disparti diouzh eben pe stok-ha-stok. Stered hag o deus kalz eus ar Vretoned ankounac'haet o anv : ar Sterenn gant an daou Garr-Kamm hag etrezo ar Sarpant, neuze linennoù kamm-jilgamm Kasiopeia, ar Yar gant hec'h Evned bihan, ar Rastell, ar Rod-Arc'hant, ar C'hi bras gant e lagad c'hlas, ar C'hi bihan, ar Maen-Forn, an Daou Vreur Gevell, Kroaz ar C'hreisteiz... Ar planedennoù brudet... (Barr Heol, niv. 31, 1962:18-19)
Levrlennadur
Kelaouenn
Barr Heol, niv. 31, Mezheven 1962, « Lennegezh Kannadig-Parrez », p. 10-21.