Balioù Sant Jakez

Lakaet enlinenn d’an 29.12.2025,
daskemmet d’an 21.01.2026.

Berradurioù : bl. bloavezh ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

Balioù Sant Jakez, anv benel lies.

Galaskienn, enni Koskoriad an Heol. Heñvelsterioù : Alezioù Sant Jakez, Bali C'hlas, Bali Sant Jakez, Bali Sant Jalm, Bali Sant Pêr, Bali Wenn (ar V.), Chadenn Lou, Hent Ahez, Hent an Neñvoù, Hent ar Stered, Hent Bulad, Hent Gwenn (an), Hent Gwenn an Neñv, Hent Kaer ar Furnezh, Hent-Karr Sant Pêr, Hentoù Sant Jakez, Hent Sant Jakez, Hent Sant Jakez e Spagn, Hent Sant Jalm, Hent Sant Yann, Karront Ahez, Karront an Avel, Karront Sant Jakez, Roudoù Pazioù Sant Jakez, Roufiennoù Sant Jakez, Traoñienn Jozafat.

Ar stered a gendalc’h da lugerni ; klaskit ar werelaouenn, ar steredenn hanter-noz, sellit ouz baliou Sant Jakez !… (Greff, 1949:13b)
Evit Lacteus orbis, evel ma weler a-us, er c’haver e : Bali-sant-Jakez, Balioù-sant-Jakez, Bali-sant-Jalm, Bali-sant-Pêr hag Ar Vali-Wenn hag Ar Vali-C’hlas. (Menard, 1999:464)

Testeni

1999 : « Balioù-sant-Jakez » (Menard, 1999:460).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Herve ar Bihan, Hervé Le Bihan.

Oberennoù ha pennadoù

  • Greff, H. : 1949. « Gwechall e Kerwenn – An Eost ». Kroaz Breiz, 2l bl., niv. 17, Gwengolo 1949, p. 13-14.
  • Menard, Martial : 1999. « Notennoù a-zivout un nebeud anvioù brezhonek a ya da envel ar c’halaksienn Lacteus orbis ». Le Bihan, Hervé (embanner) : 1999. Breizh ha poploù Europa / Bretagne et peuples d’Europe / Brittany and peoples of Europe – Pennadoù en enor da / Mélanges en l’honneur de / Articles to honour / Pêr Denez. Lesneven : Hor Yezh ; Roazhon : Presses universitaires de Rennes. P. 457-467.