Bali Sant Pêr
daskemmet d’an 21.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Bali Sant Pêr, anv benel.
Galaskienn, enni Koskoriad an Heol. Heñvelsterioù : Alezioù Sant Jakez, Bali C'hlas, Balioù Sant Jakez, Bali Sant Jakez, Bali Sant Jalm, Bali Wenn (ar V.), Chadenn Lou, Hent Ahez, Hent an Neñvoù, Hent ar Stered, Hent Bulad, Hent Gwenn (an), Hent Gwenn an Neñv, Hent Kaer ar Furnezh, Hent-Karr Sant Pêr, Hentoù Sant Jakez, Hent Sant Jakez, Hent Sant Jakez e Spagn, Hent Sant Jalm, Hent Sant Yann, Karront Ahez, Karront an Avel, Karront Sant Jakez, Roudoù Pazioù Sant Jakez, Roufiennoù Sant Jakez, Traoñienn Jozafat.
’peus met sellet ouzh Bali-sant-Pêr. (Menard, 1999:460)
Evit Lacteus orbis, evel ma weler a-us, er c’haver e : Bali-sant-Jakez, Balioù-sant-Jakez, Bali-sant-Jalm, Bali-sant-Pêr hag Ar Vali-Wenn hag Ar Vali-C’hlas. (Menard, 1999:464)
Evit Hent-karr pe Bali-sant-Pêr avat e c’heller goulakaat ez eus bet kredet ez oa Lacteus orbis an hent a yae an eneoù gantañ evit tizhout ar Baradoz ha goulenn digor digant mestr bras an alc’hwezioù. (Menard, 1999:465)
Takad arver
Testeniekaet eo bet e Treglonoù e 1985 (Menard, 1999:460).
Testenioù
1988 : « Bali Sant Pêr: Lacteus orbis » (Seubil-Kernaodour, 1988:26a). 1999 : « Bali-sant-Pêr » (Menard, 1999:461).
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Herve ar Bihan, Hervé Le Bihan.
Oberennoù ha pennadoù
- Menard, Martial : 1999. « Notennoù a-zivout un nebeud anvioù brezhonek a ya da envel ar c’halaksienn Lacteus orbis ». Le Bihan, Hervé (embanner) : 1999. Breizh ha poploù Europa / Bretagne et peuples d’Europe / Brittany and peoples of Europe – Pennadoù en enor da / Mélanges en l’honneur de / Articles to honour / Pêr Denez. Lesneven : Hor Yezh ; Roazhon : Presses universitaires de Rennes. P. 457-467.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.