tad-kozh-kuñv
daskemmet d’an 18.06.2023.
Berradurioù : fesk. feskenn ; k. kartenn ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
tad-kozh-kuñv, tadoù-kozh-kuñv, pennanv niveradus gourel.
Tad d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh. Heñvelsterioù : gourdad-kozh, hendad-kozh, tadig(où)-kozh, tadigoù, tad-ioù (ster 3), tad-ioù-kozh, tad-kozh (ster 2), tad-kozh e-raok, tad-kozhig(où), tad-kun (ster 2), tad-kuñv.
Takadoù arver
Arveret eo ar ger etre kreiz ha biz Gorre-Leon, e hanternoz ar C'hab ha war aodoù kreisteiz Kernev. Testeniekaet eo e Plouvorn, e Beuzeg-ar-C'hab (An Du, 2001:k. 576) hag e Ploveur, Kloar-Fouenant, Nevez ha Kloar-Karnoed (Ar Rouz, 1963:k. 575).
Notenn
Distaget eo bet « tad-kozh-guñv » e Ploveur (Ar Rouz, 1963:k. 575).
Gerdarzh
Diwar ar pennanv tad-kozh hag an adanv kuñv.
Levrlennadur
Aozerien hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann an Du, Jean Le Dû ; Pêr ar Rouz, Pierre Le Roux.
Oberennoù ha pennadoù
- Le Dû, Jean : 2001. Nouvel atlas linguistique de la Basse-Bretagne, levrenn 2. Brest : Centre de recherche bretonne et celtique, Université de Bretagne occidentale.
- Le Roux, Pierre : 1963. Atlas linguistique de Basse-Bretagne, 6vet fesk. Roazhon : Plihon et Hommay.