gourdad-ioù-kozh
Lakaet enlinenn d’an 13.02.2023,
daskemmet d’an 18.02.2023.
daskemmet d’an 18.02.2023.
Berradurioù : fesk. feskenn ; k. kartenn ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
gourdad-ioù-kozh, gourdadoù-ioù-kozh, pennanv niveradus gourel.
Diagentiad deuet ur remziad a-raok an tad-ioù-kozh, tad-kozh d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh. Heñvelsterioù : gourdad-ioù, tad hebiou, tad-ioù (ster 2), tad-kokenn (ster 2), tad-kozh-garv, tad-kun (ster 1).
Takad arver
Arveret eo ar ger e gwalarn Bro-Fañch. Testeniekaet eo e Purid-Kintin (Ar Rouz, 1963:k. 575).
Gerdarzh
Diwar ar pennanv tad-ioù-kozh hag ar rakger gour- staget ouzh tad.
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Pêr ar Rouz, Pierre Le Roux.
Oberennoù ha pennadoù
Le Roux, Pierre : 1963. Atlas linguistique de Basse-Bretagne, 6vet fesk. Roazhon : Plihon et Hommay.