dreistpoplañs
Lakaet enlinenn d’ar 17.10.2021,
daskemmet d’an 12.11.2021.
daskemmet d’an 12.11.2021.
Berradurioù : m. gt. meneget gant ; niv. niverenn ; p. pajenn ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
dreistpoblañs, pennanv gourel.
Poblañs ouzhpenn.
Pa veze ganet tri ha daou-ugent mil a dud, e varve tregont mil e korf pemp bloaz. Un dreist-poblañs a drizek mil a dud hepken. (Pobl Vreizh, niv. 64, p. 3, m. gt. ar Glev, 1927:pg. 2. espace)
Gerdarzh
Diwar ar pennanv poblañs, diwar ar pennanv pobl hag al lostger -añs, hag ar rakger dreist-.
Troidigezh
Er geriadurioù : dreist-poblañs, « surplus de population » (Vallée, 1931:pg. surplus).
Levrlennadur
Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Reun ar Glev, René Le Gléau ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.
Oberennoù
- Le Gléau, René : 1987. Dictionnaire classique français breton. Tome IV. Embel - Fileri. Brest : Al Liamm.
- Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]