Steredenn ar C'hi

Lakaet enlinenn d’an 30.12.2025,
daskemmet d’an 10.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Steredenn ar C'hi, anv benel.

Steredenn eus steredeg ar C'hi Bras, Sirius hec'h anv skiantel. Heñvelsterioù : Ki (ar C'h.), Sterenn ar C'hi.

Penn an Erer, derc’houezet gant teir stereenn a-steud zo ur merk dispar e-doug an hañv betek deroù an diskar-amzer. Erer Penwern, an hini a zo e-kreiz, arvelen e liv, eo an hini welevusañ; bezañ ez eo unan eus ar stered nesañ dimp (goude a an Denvarc’h ha Steredenn ar C’hi). (Seubil-Kernaodour, 1988-a:22b) [Reizhadenn : « e-lec’h a an denvarc’h lenn α an denvarc’h » (Seubil-Kernaodour, 1988-b:24b). Lenn kentoc'h : « α an Denvarc’h ».]
Div hentenn da gavout ar Gazeg:
— pe dre astenn war-dreñv beskellenn gKarr Arzhur;
— pe dre ar warenn-gelc’h o tremen dre ar Saezh, Govanon, Amaezon, Kian ha steredenn ar C’hi.
(Seubil-Kernaodour, 1988-a:24a)
Sevel a ra ur eur kent Steredenn ar C’hi. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:24b) [Lenn : « un eur ».]
Pa vez huel ar Ri en oabl e c’heller niveriñ seizh steredenn c’houloù en tachad-oabl strizh-mañ: c’hwec’h anezhe a ra ur c’hwec’hkogn (ar Saezh, Amaezhon, Kian, Steredenn ar C’hi, Riwall ha Ruzan) hag ar seizhvet, en e greiz, Mabon, an hini welevusañ. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:25b)

Testeni

1988 : « Steredenn ar C’hi: Sirius » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26d).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.