rannyezhoniel

Lakaet enlinenn d’ar 26.06.2020,
daskemmet d’ar 27.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

rannyezhoniel, adanv.

A denn d’ar rannyezhoniezh.

Talvoudus meurbet eo a-du-rall ar studiennoù rannyezhoniel kaset da benn gant divrezhoned evel Jackson, Sommerfelt, Dressler, Ternes, h.a., dreist-holl evit a sell ouzh ar soniadoniezh, rak soutilderioù distagañ a verzont gwell egedomp gant m’emañ disheñvel o soniadoù diouzh re ar galleg a chom, na petra ’ta, ur meni pimpatrom evit an holl ac’hanomp. (Emsav, niv. 115, 1976)

Gerdarzh

Diwar ar pennanv rannyezh hag al lostger -oniel.

Levrlennadur

Kelaouenn

Emsav, niv. 115, Gouere 1976, « An Emsav hag ar Vro (97). Lizheroù », p. 268-276.