mamm-gozh-kuñv

Lakaet enlinenn d’ar 14.02.2023,
daskemmet d’ar 25.02.2023.

Berradur : fesk. feskenn ; k. kartenn ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

mamm-gozh-kuñv, mammoù-kozh-kuñv, pennanv niveradus benel.

Mamm d’an tad-kozh pe d’ar vamm-gozh. Heñvelsterioù : gourvamm-gozh, mamm-gun (ster 2), mamm-guñv, mamm-ioù (ster 3), mamm-ioù-gozh.

tad-kozh-kuñv.

Takadoù arver

Arveret eo ar ger etre kreiz ha biz Gorre-Leon. Testeniekaet eo e Plouvorn (An Du, 2001:k. 576). Klotañ a ra gant ar ger gant tad-kozh-kuñv hag a zo testeniekaet en hevelep lec'h, hag ivez e hanternoz ar C'hab (An Du, 2001:k. 576) ha war aodoù kreisteiz Kernev (Ar Rouz, 1963:k. 575).

Gerdarzh

Diwar ar pennanv mamm-gozh hag an adanv kuñv.

Levrlennadur

Aozerien hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann an Du, Jean Le Dû ; Pêr ar Rouz, Pierre Le Roux.

Oberennoù ha pennadoù

  • Le Dû, Jean : 2001. Nouvel atlas linguistique de la Basse-Bretagne, levrenn 2. Brest : Centre de recherche bretonne et celtique, Université de Bretagne occidentale.
  • Le Roux, Pierre : 1963. Atlas linguistique de Basse-Bretagne, 6vet fesk. Roazhon : Plihon et Hommay.