mamm-adkuñv

Lakaet enlinenn d’an 10.02.2023,
daskemmet d’ar 25.02.2023.

Berradur : pg. pennger.

Termenadur

mamm-adkuñv, mammoù-adkuñv, pennanv niveradus benel.

Diagentiadez deuet 4 remziad a-raok an den, mamm d’an tad-kuñv pe d’ar vamm-guñv. Heñvelsterioù : mamm-gun (ster 1), mamm-ioù (ster 2).

D'ar c'houlz-se e oa bev c'hoazh ma mamm-guñv met ma mamm adguñv a oa marv. (Gros, 2014:pg. Mamm)

Takad arver

Testeniekaet eo ar ger e Treger (Gros, 2014:pg. Mamm).

Gerdarzh

Diwar ar pennanv mamm hag an elfenn adkuñv, eus an adanv kuñv hag ar rakger ad- staget outañ.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Gros, Jules : 2014. Trésor du breton parlé. Supplément au Dictionnaire breton-français. Fouenant : Yoran Embanner.
  • Paotr Juluen : 1935. An Tornaod. Gwengamp : Mouladuriou Arvor.