Pleiadez (ar)

Lakaet enlinenn d’an 11.01.2026,
daskemmet d’an 13.01.2026.

Berradur : st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

Pleiadez (ar), anv lies.

Gronnad digor a stered, Pleiades e anv skiantel, lec'hiet e steredeg an Tarv. Heñvelsterioù : Neizh Yar (an), Seizh steredenn (ar), Ster ar bouilhard, Yar (ar), Yarad Poñsined (ar), Yar gant hec'h Evned Bihan (ar), Yar hag hec'h Evned (ar), Yar hag he Foñsined (ar), Yar hag he Laboused (ar), Yarig (ar), Yarig hag he Fichoned (ar), Yarig hec'h Evned, Yarig Wenn (ar), Yarig Wenn hag he C'hwec'h Evn (ar), Yar Wenn hag hec'h Evned (ar).

Ha té a hellô strolla holl stéred luc’huz ar Pléiadez, pé skiña trô Arkturus ? (Ar Gonideg, 1866:643b, Job 38:31)

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann-Frañsez ar Gonideg, Jean François Marie Maurice Agathe Le Gonidec.

Oberennoù ha pennadoù

Le Gonidec, Jean François Marie Maurice Agathe (troer) : 1866. Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, kentañ levrenn. Sant-Brieg : L. Prud’homme.