Pesked

Lakaet enlinenn d’ar 06.03.2025,
daskemmet d’ar 07.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Pesked, anv lies.

(Steredouriezh.) Daouzegvet azon eus an arouezkelc'h, hag a glot ouzh ar prantad eus an 20 a viz C'hwevrer d’an 20 a viz Meurzh. Heñvelster : Eoged.

Ouzhpenn an daelerezh en elfennoù hag er modoù, ez eus ivez ahelioù an arouezioù kontrol : Tourz-Balañs, Tarv-Krug, Gevelled-Saezhataer, Krank-Gavr, Leon-Skuilher-Dour ha Gwerc'hez-Pesked. (Carvalho ha Delanoy, 2011:8a)
Eus ar c'hanedigezh (Tourz) d'ar steuzidigezh en hollved (Pesked), hollad buhez un hinienn a c'hall bezañ displeget hervez an urzh-se. (Carvalho ha Delanoy, 2011:8a)

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Carvalho (de), Olavo ; Delanoy, Ewan (troer) : 2011. « Daouzek miz an arouezkelc’h 2/2 ». Kannadig Imbourc'h, niv. 72, Eost-Gwengolo 2011, p. 8-10.