Yarig hec'h Evned

Lakaet enlinenn d’an 22.02.2025,
daskemmet d’an 11.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger.

Termenadur

Yarig hec'h Evned, anv benel.

Gronnad digor a stered, Pleiades e anv skiantel, lec'hiet e steredeg an Tarv. Heñvelsterioù : Neizh Yar (an), Seizh steredenn (ar), Ster ar bouilhard, Yar (ar), Yarad Poñsined (ar), Yar gant hec'h Evned Bihan (ar), Yar hag hec'h Evned (ar), Yar hag he Foñsined (ar), Yar hag he Laboused (ar), Yarig (ar), Yarig hag he Fichoned (ar), Yarig Wenn (ar), Yarig Wenn hag he C'hwec'h Evn (ar), Yar Wenn hag hec'h Evned (ar).

Eur miz e vez kollet Yarig-heh-evned : honnez a vez o hori. (Gros, 2010:690, pg. « yar »)

Kenstrolladur

Eus ar pennanv yar staget outañ al lostger bihanaat -ig, ar raganv-perc'hennañ he dindan ar furm hec'h hag ar pennanv evn dindan e furm lies evned.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Gros, Jules : 2010. Le Trésor du breton parlé : Dictionnaire breton-français des expressions figurées. Brest : Emgleo Breiz.