Yarig Wenn hag hec'h C'hwec'h Evn (ar)
daskemmet d’an 11.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Yarig Wenn hag hec'h C'hwec'h Evn (ar), anv benel.
Gronnad digor a stered, Pleiades e anv skiantel, lec'hiet e steredeg an Tarv. Heñvelsterioù : Neizh Yar (an), Seizh steredenn (ar), Ster ar bouilhard, Yar (ar), Yarad Poñsined (ar), Yar gant hec'h Evned Bihan (ar), Yar hag hec'h Evned (ar), Yar hag he Foñsined (ar), Yar hag he Laboused (ar), Yarig (ar), Yarig hag he Fichoned (ar), Yarig hec'h Evned, Yarig Wenn (ar), Yar Wenn hag hec'h Evned (ar).
Kenstrolladur
Eus ar pennanv yar staget outañ al lostger bihanaat -ig, an adanv gwenn gant ur blotadur, ar stagell-genurzhiañ ha dindan ar furm hag, ar raganv-perc'hennañ he dindan ar furm hec'h, an adanv pedvediñ c'hwec'h hag ar pennanv evn.
Takad arver
Arveret eo e Treger (Vallée, 1948:135b, pg. « Pléiades »).
Testeni
« Yarig-wenn (hag he c’houec’h evn) » (Vallée, 1948:135b, pg. « Pléiades »)
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Vallée, François Vallée.
Oberennoù ha pennadoù
Vallée, François : 1948. Supplément au Grand dictionnaire français-breton. Ar Baol : Skridou Breizh. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]