Yarad Poñsined (ar)

Lakaet enlinenn d’an 22.02.2025,
daskemmet d’an 11.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; st. eb stumm etrebroadel.

Termenadur

Yarad Poñsined (ar), anv benel.

Gronnad digor a stered, Pleiades e anv skiantel, lec'hiet e steredeg an Tarv. Heñvelsterioù : Neizh Yar (an), Seizh steredenn (ar), Ster ar bouilhard, Yar (ar), Yar gant hec'h Evned Bihan (ar), Yar hag hec'h Evned (ar), Yar hag he Foñsined (ar), Yar hag he Laboused (ar), Yarig (ar), Yarig hag he Fichoned (ar), Yarig hec'h Evned, Yarig Wenn (ar), Yarig Wenn hag he C'hwec'h Evn (ar), Yar Wenn hag hec'h Evned (ar).

An Tarv (pe ar Maen-Forn) zo ur pezh steredeg enni 45 steredenn en o zouez Ruzan he liv orañjez, nepell diouzh daou zruilhad: an Ejen, strewet a-walc’h ar stered anezhañ, ha dreist-holl Ar Yar hag hec’h evned (pe ar Yarad Poñsined), hañval evit doare ouzh ur goumoulenn vihan arc’hantet, nemet, pa seller a-dostoc’h e tiforc’her c’hwec’h steredenn vihan. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:18a)

Kenstrolladur

Eus ar pennanv yarad hag ar pennanv poñsin dindan e furm lies poñsined.

Testenioù

1931 : « yarad-poñsined » (Vallée, 1931:566b, pg. « Pléiades »). 1988 : « Yarad-Poñsined (ar): Pleiades » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26d).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Vallée, François Vallée.

Oberennoù ha pennadoù

  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.
  • Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l’Impr. commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]