Yar hag hec'h Evned (ar)

Lakaet enlinenn d’an 22.02.2025,
daskemmet d’an 11.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Yar hag hec'h Evned (ar), anv benel.

Gronnad digor a stered, Pleiades e anv skiantel, lec'hiet e steredeg an Tarv. Heñvelsterioù : Neizh Yar (an), Seizh steredenn (ar), Ster ar bouilhard, Yar (ar), Yarad Poñsined (ar), Yar gant hec'h Evned Bihan (ar), Yar hag he Foñsined (ar), Yar hag he Laboused (ar), Yarig (ar), Yarig hag he Fichoned (ar), Yarig hec'h Evned, Yarig Wenn (ar), Yarig Wenn hag he C'hwec'h Evn (ar), Yar Wenn hag hec'h Evned (ar).

An Tourzh: steredeg amspis-kenan; emañ penn an Tourzh war-vetek nebeut hanter-hent etre EseotMarc’h hag ar Yar hag hec’h evned; hag er penn-se emañ an div steredenn skedusañ eus ar steredeg. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:18a)
An Tarv (pe ar Maen-Forn) zo ur pezh steredeg enni 45 steredenn en o zouez Ruzan he liv orañjez, nepell diouzh daou zruilhad: an Ejen, strewet a-walc’h ar stered anezhañ, ha dreist-holl Ar Yar hag hec’h evned (pe ar Yarad Poñsined), hañval evit doare ouzh ur goumoulenn vihan arc’hantet, nemet, pa seller a-dostoc’h e tiforc’her c’hwec’h steredenn vihan. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:18a)
Sevel a ra ar Yar hag hec’h evned kent Ruzan. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:18a)
Bannet eo e lost trema ar Yar hag hec’h evned. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:22b)

Kenstrolladur

Eus ar pennanv yar, ar stagell-genurzhiañ ha dindan ar furm hag, ar raganv-perc'hennañ he dindan ar furm hec'h hag ar pennanv evn dindan e furm lies evned.

Testeni

1988 : « Yar (wenn) hag hec’h evned (ar): Pleiades » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26d).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.