Yar hag he Foñsined (ar)
daskemmet d’an 11.01.2026..
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Yar Wenn hag hec'h Evned (ar), anv benel.
Gronnad digor a stered, Pleiades e anv skiantel, lec'hiet e steredeg an Tarv. Heñvelsterioù : Neizh Yar (an), Seizh steredenn (ar), Ster ar bouilhard, Yar (ar), Yarad Poñsined (ar), Yar gant hec'h Evned Bihan (ar), Yar hag hec'h Evned (ar), Yar hag he Laboused (ar), Yarig (ar), Yarig hag he Fichoned (ar), Yarig hec'h Evned, Yarig Wenn (ar), Yarig Wenn hag he C'hwec'h Evn (ar), Yar Wenn hag hec'h Evned (ar).
Kenstrolladur
Eus ar pennanv yar, ar stagell-genurzhiañ ha dindan ar furm hag, ar raganv-perc'hennañ he hag ar pennanv poñsin dindan e furm lies poñsined gant ur c'hwezhadennadur.
Testeni
1988 : « Yar hag he foñsined (ar): Pleiades » (Seubil-Kernaodour, 1988:26d).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.