Yar Wenn hag hec'h Evned (ar)

Lakaet enlinenn d’an 22.02.2025,
daskemmet d’an 11.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Yar Wenn hag hec'h Evned (ar), anv benel.

Gronnad digor a stered, Pleiades e anv skiantel, lec'hiet e steredeg an Tarv. Heñvelsterioù : Neizh Yar (an), Seizh steredenn (ar), Ster ar bouilhard, Yar (ar), Yarad Poñsined (ar), Yar gant hec'h Evned Bihan (ar), Yar hag hec'h Evned (ar), Yar hag he Foñsined (ar), Yar hag he Laboused (ar), Yarig (ar), Yarig hag he Fichoned (ar), Yarig hec'h Evned, Yarig Wenn (ar), Yarig Wenn hag he C'hwec'h Evn (ar).

Ken glan ha ma ’z eo an aer er vro-se e weler miliadoù a stered en oabl. Klask a reomp ar re a anavezomp : ar C’harr Kamm bras hag an hini bihan, ar Sterenn, ar Yar-Wenn hag hec’h evned, ar Rastell, Hent Sant Jakez, h.a. (Konan, 1964:265)

Kenstrolladur

Eus ar pennanv yar, an adanv gwenn gant ur blotadur, ar stagell-genurzhiañ ha dindan ar furm hag, ar raganv-perc'hennañ he dindan ar furm hec'h hag ar pennanv evn dindan e furm lies evned.

Testeni

1988 : « Yar (wenn) hag hec’h evned (ar): Pleiades » (Seubil-Kernaodour, 1988:26d).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Konan, Jakez : 1964. « Barr-Heol war hentoù ar bed nevez ». Al Liamm, niv. 105, Gouere-Eost 1964, p. 254-270.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.