Karr an Ankoù
Lakaet enlinenn d’an 20.02.2025,
daskemmet d’ar 04.01.2026.
daskemmet d’ar 04.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Karr an Ankoù, anv gourel.
Steredeg Auriga hec'h anv skiantel.
E-kichen Drestan e verzi ur steredeg a bouez: Karr an Ankoù, enni ur steredenn velen, anvet ar Saezh, hogos ken lemm hag an Awen, hag a c’heller gwelet a-hed ar bloaz; evit kavout anezhi, astenn ’ta war-dreñv al linenn a dremen dre rodoù dehoù Karr Arzhur (gw. p.20-21). (Seubil-Kernaodour, 1988:24a)
Kenstrolladur
Eus ar pennanv karr, ar ger-mell an hag an anv divoutin Ankoù.
Testenioù
1957 : « Karr an Ankou » (Keraod, 1957:87). 1988 : « Karr an Ankoù: Auriga » (Seubil-Kernaodour, 1988:26b).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Keraod, Perig : 1957. Sturier Bleimor, niv. 4, miz Kerzu 1957, p. 86-87.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.