amzeriadañ
Lakaet enlinenn d’an 23.07.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.
daskemmet d’an 22.10.2021.
Berradurioù : m. t. gt. meneg troet gant ; niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
amzeriadañ, verb trazead eeun.
Dizoleiñ pe briziañ amzeriad un dra bennak.
Gwaz a se, ne deus bet kejet betek-hen e Palestina ouz askourn ebet diwar den pe diwar loen da arouez evit amzeriada ar gwiskad-se. (Mordiern, 1937-a:52)
Dleourien omp eus kement a c’houzomp diwar e benn d’ar skrivagnerien c’hresian evit an Hen-amzer, d’ar skrivagnerien vuzulmat evit ar Grenn-amzer, ha da ouizieien Europa o deus poelladet abaoe eur c’hantved bennak da studia ar skridou gresiek, latin, arabek, iranek, tibetek, sinaek o sellout ouz an Indez, da lenn, da ziskleria, da drei ha da amzeriada enskrivaduriou koz ar vro. (Mordiern, 1937-a:91)
E Bro-Sina, ar sevenadur nevez-vaenek a zo bet kavet ar roudou anezañ e Yang-chao-tsun (rannvro Ho-nan), e Cha-kuo-tun (rannvro Feng-tien) hag er C’han-sou, a hell beza amzeriadet etre 2000 ha 1500 kent H.S. (Mordiern, 1937-b:54-55)
Hervezañ, e vije c'hoarvezet kement-se a-raok trec'hadennoù ar penn-arme roman-briton Ambrosius Aurelianus war ar Saozon, trec'hadennoù a zo bet klasket o amzeriadañ resis a-walc'h etre ar bloavezhioù 470 ha 480. (Jackson, Gwengourien ha Glanndour, 1956:53)
Un akta a gaver e Diellevr Redon diwar-benn un dachenn-douar e parrez Karantor, amzeriadet evel-hen : "An dra-mañ a voe graet er bloaz end-eeun ma'z eas an impalaer Karl da anaon, ha Iarnhitin, ar c'hont Wido, hag Izaag eskob (Gwened) o ren." (Arthur Le Moyne de La Borderie, troet e-barzh Ar Bed Keltiek, niv. 84, 1965, p. 353)
Tra arouezus, an doare-skrivañ implijet er mammenn-skridoù hengembraek, hengernevek ha henvrezhonek a zo, mar lezer a-gostez un nebeut fedoù dibouez, heñvel-rik ; ha ne gemm ket a-grenn e nep giz adalek dielloù koshañ an 8-vet kantved betek dielloù an 11-vet. En abeg da se, hogos dic'hallus eo amzeriadañ un destenn hengembraek, hengernevek pe henvrezhonek nemet dre an doare-skrivañ. (Kenneth Jackson, m. t. gt. Hemon, 1976:124)
Souezhus eo, ha gwir koulskoude : hogos dic'hallus eo amzeriadañ ur skrid krennvrezhonek diouzh ar stumm anezhañ. (Hemon, 1976:129)
Gerdarzh
Diwar ar pennanv amzeriad hag al lostger pennanor -añ.
Troidigezhioù
Er geriadurioù :
- amzeriada, « dater » (Vallée, 1931).
- amzeriadiñ, « dater » (ar Glev, 1984).
Levrlennadur
Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Emil Ernod, Émile Ernault ; Reun ar Glev, René Le Gléau ; Reun ar Rouz, René Le Roux ; Frañsez Vallée, François Vallée.
Kelaouenn
Ar Bed Keltiek, niv. 84, Kerzu 1965, « Krouidigezh rouantelezh Vreizh (753-940) (kendalc'h). Breizh dindan yev ar Franked. b. Dindan Loeiz Kuñv », p. 353-356.
Oberennoù ha pennadoù
- Hemon, Roparz : 1976. « Yezh komzet ha yezh skrivet ». Al Liamm, niv. 175, p. 122-136.
- Jackson, Kenneth ; Gwengourien (troer) ; Glanndour, Maodez (troer) : 1956. « Enbroadeg ar Vritoned en Armorika ». Al Liamm, niv. 57, Gouere-Eost 1956, p. 53-57.
- Le Gléau, René : 1984. Dictionnaire classique français breton. Tome II. C - Debla. Brest : Al Liamm.
- Mordiern, Meven : 1937-a. « Istor ar bed. Pevare levrenn. Nevez-varevez ar maen e-maez Europa. Poblou warlerc'hiet ar bed betek hollvedvelierez ar ouenn wenn (XIX-vet kantved goude H. S.). I ». Gwalarn, niv. 99, C'hwevrer 1937.
- Mordiern, Meven : 1937-b. « Istor ar Bed. Pempvet levrenn. Nevez-varevez ar maen e-maez Europa. Poblou warlerc’hiet ar bed betek hollvedvelierez ar ouenn wenn (XIX-vet kantved goude H. S.). II ». Gwalarn, niv. 101-102, Ebrel-Mae 1937.
- Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Imprimerie commerciale de Bretagne. [Adembannet e 1980. Grand dictionnaire français-breton suivi du « Supplément » avec le concours de E. Ernault & R. Le Roux. Groñvel : Kevredigezh vreizhat a sevenadurezh.]