Tri Roue (an)
daskemmet d’an 09.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel ; st. impl. stumm implijet el levrennadur.
Termenadurioù
Tri Roue (an), anv lies.
Steredeg Orion hec'h anv skiantel, pe lodenn anezhi. Heñvelsterioù : Gouriz ar Ri, Kastell (ar C'h.), Rastell (ar), Ri (ar), Roue (ar).
Da c’hoel Mikel, da c’houlou dé ,
Ar Tri-Roué vé er c’hreiz dé. (Brizeux, 1855:66) [Lenn : « An Tri-Roué ».]
Da c'houel Mikael da c'houlou-deiz.
E vez an tri Roue er c'hreisteiz. (Al Liamm, niv. 8, 1948:86)
Anavezout a ree anoiou meur a steredenn hag e lavare : Gwelet a ran ar C’harr, ar Yar hag an Tri Roue :
Tomm ’vo an heol arc’hoaz, mar plij gant Doue. (Ar Gow, 1955:165)
Tremenet e oa an Tri Roue hag ar C’hastell Karr Kamm gant al lizherennaouer moarvat rak un nebeud fazioù a oa en em silet e-korf an destenn. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:24b)
- Lodenn greiz eus steredeg ar Ri, teir steredenn a-steud ouzh hec'h ober. Heñvelsterioù : Gouriz ar Ri, Rastell (ar) [ster 1].
Awechou gand eurvad he zellou a starde
War an teir stereden galvet an tri roue ;
Pe war an Ours-Vihan, Sirius, an Ours-Vraz,
War ar C’haor, an Dragon, al Léon ha Pegaz. (Kadioù, 1886:12)Ar Ri (ar Roue), anvet ivez ar Rastell: ar steredeg dispar-se a c’helli arvestiñ outi etre miz Kerzu ha miz Meurzh. Ne c’hellez ket c’hwitout warni: bezañ emañ ouzh hec’h ober teir steredenn welevus a-steud (war ul linenn) ha tost an eil d’eben [graet e vez anezhe an Tri Roue (anvet ivez Gouriz ar Ri)] ha div steredenn all gwelevus kenañ: — Mabon, arruz, lec’hiet war harzoù an Hent Gwenn, ur geursteredenn anezhi (400 gwezh brasoc’h he zreuzkiz eget hini an heol); — Riwall, arc’hlas, goursteredenn anezhi peogwir ez eo he zreuzkiz 33 gwezh breasoc’h eget hini an heol. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:24b-25a)
Graet e vez an Tri Roue eus an teir steredenn a zo e-kreiz en enor an tri roue a gasas profoù d’ar mabig Jezuz pa c’hanas. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:25a)
- Steredeg Orion hec'h anv skiantel. Heñvelsterioù : Kastell (ar C'h.), Rastell (ar) [ster 3], Ri (ar), Roue (ar).
Henvel a rêr Contellation eur vandennat steret hac a zeblant ober eur gompagnunez e-unan , evel constellation Orion , hanvet an tri roué , hac en pehini , eb ma n’em doueter a zo dec-ha-pêvar-ugeuent stéréden. (Lebreton, 1848:23) [Lenn : « Constellation ».]
Testenioù
1931 : « an tri roue » (Vallée, 1931:61b, pg. « baudrier »). 1988 : « Tri Roue (an): Alnitak-Alnilam-Mintaka » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26d) ; « Tremenet eo an Tri Roue hag ar C’hastell Karr Kamm…
= bezañ o tic’henaouiñ, bezañ o huñvreal, bezañ o soñjal e traoù all. » (Seubil-Kernaodour, 1988-b:24b).
Levrlennadur
Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm implijet el levrennadur diouzh e stumm brezhonek : Yann Kadioù, st. impl. Jean Cadiou ; Frañsez Vallée, François Vallée.
Kelaouenn
Al Liamm, niv. 8, Mae-Mezheven 1948, « Diwar-benn kemmoù al loar », p. 86.
Oberennoù ha pennadoù
- Ar Gow, Yeun : 1955. E skeud tour bras sant Jermen. Ar Baol : Impr. La Mouette.
- Brizeux, Auguste : 1855. Furnez Breiz – Sagesse de Bretagne ou recueil de proverbes bretons. An Oriant : Ch. Gousset.
- Cadiou, Jean : 1886. Ivona. Montroulez : A. Chevalier.
- Lebreton, Paul : 1848. Studi var an astrou. Brest : Moullerezh J.-B. Lefournier.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.
- Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l’Impr. commerciale de Bretagne.