Roue Pesketaer (ar)
Lakaet enlinenn d’ar 27.02.2025,
daskemmet d’ar 06.01.2026.
daskemmet d’ar 06.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Roue Pesketaer (ar), anv gourel.
Steredeg Piscis Austrinus hec'h anv skiantel.
Ar Roue Pesketaer zo ur steredeg lec’hiet er su na vez gwelet peurvuiañ nemet ar steredenn bennañ anezhi: Pellez, glaswenn, anezhi unan eus an ugent steredenn gwelevusañ an oabl; kavout a ri anezhi dre dresañ un eeunenn adalek div steredenn ar c’harrez bras (a-du gant Marc’h). (Seubil-Kernaodour, 1988-b:22b)
Kenstrolladur
Eus ar pennanvioù roue ha pesketaer.
Testeni
1988 : « Roue Pesketaer (ar): Piscis Austrinus » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26d).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.