Rastell (ar)
Lakaet enlinenn d’an 21.02.2025,
daskemmet d’an 03.03.2025.
daskemmet d’an 03.03.2025.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Rastell (ar), anv benel.
Steredeg Orion hec'h anv skiantel, pe lodenn anezhi. Heñvelsterioù : Gouriz ar Ri, Kastell (ar C'h.), Ri (ar), Roue (ar), Tri Roue (an).
Gwelout a raed ar stered an eil disparti diouzh eben pe stok-ha-stok. Stered hag o deus kalz eus ar Vretoned ankounac'haet o anv : ar Sterenn gant an daou Garr-Kamm hag etrezo ar Sarpant, neuze linennoù kamm-jilgamm Kasiopeia, ar Yar gant hec'h Evned bihan, ar Rastell, ar Rod-Arc'hant, ar C'hi bras gant e lagad c'hlas, ar C'hi bihan, ar Maen-Forn, an Daou Vreur Gevell, Kroaz ar C'hreisteiz... Ar planedennoù brudet... (Barr Heol, niv. 31, 1962:18-19)
Ken glan ha ma ’z eo an aer er vro-se e weler miliadoù a stered en oabl. Klask a reomp ar re a anavezomp : ar C’harr Kamm bras hag an hini bihan, ar Sterenn, ar Yar-Wenn hag hec’h evned, ar Rastell, Hent Sant Jakez, h.a. (Konan, 1964:265)
- Lodenn greiz eus ar steredeg anvet ar C’hastell, ar Ri pe ar Roue, graet gant teir steredenn a-steud. Heñvelsterioù : Gouriz ar Ri, Tri Roue (an).
- Lodenn eus ar steredeg anvet ar C’hastell, ar Ri pe ar Roue, hag a ya d’ober ur wareg d’ar Ri.
ar stered a weler a-zioc’h Kerspern eo ar Rastell (Trepoz, 2009:157, § 277)
- Steredeg Orion hec'h anv skiantel. Heñvelsterioù : Kastell (ar C'h.), Ri (ar), Roue (ar).
Ar Ri (ar Roue), anvet ivez ar Rastell: ar steredeg dispar-se a c’helli arvestiñ outi etre miz Kerzu ha miz Meurzh. (Seubil-Kernaodour, 1988:24b)
Testenioù
1931 : « rastell », ster 1 (Vallée, 1931:61b, pg. « baudrier »). 1948 : « ar Rastell », ster 2 (Vallée, 1948:125b, pg. « Orion »).
Levrlennadur
Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Pêr Trepoz, Pierre Trépos ; Frañsez Vallée, François Vallée.
Kelaouenn
Barr Heol, niv. 31, Mezheven 1962, « Lennegezh Kannadig-Parrez », p. 10-21.
Oberennoù ha pennadoù
- Konan, Jakez : 1964. « Barr-Heol war hentoù ar bed nevez ». Al Liamm, niv. 105, Gouere-Eost 1964, p. 254-270.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Trépos, Pierre : 2009. Grammaire bretonne. Brest : Emgleo Breiz. [Kentañ embannadur : 1968. Roazhon : Impr. Simon.]
- Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Impr. commerciale de Bretagne.
- Vallée, François : 1948. Supplément au Grand dictionnaire français-breton. Ar Baol : Skridou Breizh.