Ri (ar)

Lakaet enlinenn d’an 21.02.2025,
daskemmet d’an 03.03.2025.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Ri (ar), anv gourel.

Steredeg Orion hec'h anv skiantel. Heñvelsterioù : Kastell (ar C'h.), Rastell (ar) [ster 3], Roue (ar).

Ar Ri (ar Roue), anvet ivez ar Rastell: ar steredeg dispar-se a c’helli arvestiñ outi etre miz Kerzu ha miz Meurzh. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:24b)
Dindan ar Ri ez eus ur steredeg all heneuz a-walc’h anvet Kammed Heulwenn. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:25b)
A-gleiz d’ar Ri, etre ar C’hi Bihan hag ar C’hi Bras menegomp ivez an Unkorneg, bras hag amsplann… (Seubil-Kernaodour, 1988-a:25b)
Tachad ar Ri zo kaerañ lodenn bolz an neñvoù. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:25b)
Pa vez huel ar Ri en oabl e c’heller niveriñ seizh steredenn c’houloù en tachad-oabl strizh-mañ: c’hwec’h anezhe a ra ur c’hwec’hkogn (ar Saezh, Amaezhon, Kian, Steredenn ar C’hi, Riwall ha Ruzan) hag ar seizhvet, en e greiz, Mabon, an hini welevusañ. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:25b)
E-treuzarbenn emañ ar Grug hag ar Ri en oabl, setu nepred ne vezont gwelet a-gevret. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20b)

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.