Orion
Lakaet enlinenn d’an 11.01.2026,
daskemmet d’an 20.01.2026.
daskemmet d’an 20.01.2026.
Berradurioù : bl. bloavezh ; niv. niverenn ; p. pajenn ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Orion, anv gourel.
Steredeg Orion hec'h anv skiantel. Heñvelsterioù : Kastell (ar C'h.), Rastell (ar) [ster 3], Ri (ar), Roue (ar), Tri Roue (an) [ster 2].
Ma c’hellfec’h mont da heul ar sklerijenn-se, e tegouesfec’h:
betek al loar, a-benn eur rann-vunutenn,
betek an heol, a-benn eiz munutenn,
betek ar steredenn dosta, a-benn pevar bloaz,
betek ar steredenn anvet Capella, a-benn 47 vloaz,
betek ar steredenn anvet Orion, a-benn 500 vloaz,
betek ar penn pella eus bali Sant Jakez, a-benn 150.000 vloaz. (Gwastino, 1944:108)
Henvel a rêr Contellation eur vandennat steret hac a zeblant ober eur gompagnunez e-unan , evel constellation Orion , hanvet an tri roué , hac en pehini , eb ma n’em doueter a zo dec-ha-pêvar-ugeuent stéréden. (Lebreton, 1848:23) [Lenn : « Constellation ».]
Héñ eo en deûz gréat stéred Arkturus , hag Orion , hag ann Hiadez , hag ar ré a zô kuzet étrézég ar c’hrésteiz. (Ar Gonideg, 1866:620a, Job 9:9)
Ober a ra ar C’harr-kamm, Orion, ar Yarig,
ha Kambroù ar Su. (Ar Gall ha Lec'hvien, 1985:Job 9:9)
Ha skoulmañ a rez liammoù ar Seizh-Steredenn,
pe gerdin Orion, o diskoulmañ a rez ? (Ar Gall ha Lec'hvien, 1985:Job 38:31)
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann-Frañsez ar Gonideg, Jean François Marie Maurice Agathe Le Gonidec.
Oberennoù ha pennadoù
- Ar Gall, Per (troer) ; Lec'hvien, Job (troer) : 1985. Ar Salmoù hag ar skridoù all. Lodenn eus un hollad : Ar Bibl, levr 4. Landreger : An Tour-Tan.
- Gwastino : 1944. « Evit ar re a oar konta ». Ar vuhez kristen, 18vet bl., niv. 4, Ebrel 1944, p. 108.
- Lebreton, Paul : 1848. Studi var an astrou. Brest : Moullerezh J.-B. Lefournier.
- Le Gonidec, Jean François Marie Maurice Agathe (troer) : 1866. Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, kentañ levrenn. Sant-Brieg : L. Prud’homme.