Nivlennad vras ar Ri

Lakaet enlinenn d’an 31.12.2025,
daskemmet d’ar 07.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Nivlennad vras ar Ri, anv benel.

Nivlenn-egor e steredeg ar Ri.

War gwalenn ar ri (sell ouzh al lun) e verki ur steredenn a hañval bezañ amspisoc’h eget ar re all: Nivlennad Vras ar Ri ez eo, anezhi ur goumoulenn aezhenn egorant, danvez 10.000 heol enni! (Seubil-Kernaodour, 1988:25a)

Testeni

1988 : « Nivlennad vras ar Ri: M42 » (Seubil-Kernaodour, 1988:26k).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.