Ahez

Lakaet enlinenn d’ar 25.01.2026.

Berradurioù : p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadurioù

Ahez, anv benel.

  1. Denenn eus mojennoù Breizh, anezhi ur briñsez pe ur voudig hag he defe savet pep hini eus an hentoù anavezet dindan an anv Hent Ahez, bet savet gant ar Romaned e gwirionez, hag ur gêr, Kêr-Ahez hec'h anv.
  2. Denenn eus mojennoù Breizh, anezhi merc'h ar roue Grallon. Heñvelster : Dahud.
    Ahès, merc’h ar Roue Gralon,
    Tân an ifern en he c’halon,
    Er penn genta eus an direol,
    A drein d’e heuill ar guær da goll.
    (Ledan, 1850:336)
    — Pe hano he deus an hini n’he deus ket pedet a-walc’h ?
    — Ar brinsez Ahez, merc’h ar roue Grallon.
    (Ar Prat, 1914:43)
    Siwazh ur c’harr all (Karr Ahez – Ahez = priñsez Kêr Iz) a sach war an tu all ha setu perak e voe beuzet Kêr Iz. (Seubil-Kernaodour, 1988:18a)

Kenstrolladur

Arveret eo er c'henstrolladoù Hent Ahez, Karr Ahez ha Karront Ahez.

Testeni

Ar ster 1 a zo roet en ur studiadenn a-zivout an hentoù roman e Breizh (Bizeul, 1843:224).

Levrlennadur

Aozerion hag o deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Aleksandr Ledan, Alexandre Lédan ; Klaoda ar Prat, Claude-Marie Le Prat.

Oberennoù ha pennadoù

  • Bizeul, Louis : 1843. « Mémoire – Sur les voies romaines de la Bretagne, et en particulier de celles du Morbihan ». Bulletin monumental, 9vet levrenn. Paris : Derache ; Caen : A. Hardel ; Rouen : Frère. P. 5-42 ha 201-244.
  • Lédan, Alexandre (dastumer) : 1850. « Güerz ar Roue Gralon ha Kær Is ». Guerziou, chansoniou, ha Rimou Brezoneg, levr. 8, dornskrid. P. 335-348.
  • Le Prat, Claude-Marie : 1914. Marvailhou evit ar Vretoned, pevare levr. Keraez : Moullërez Ar Bobl.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988. P. 15-26.