Dahud

Lakaet enlinenn d’ar 25.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

Dahud, anv benel.

Denenn eus mojennoù Breizh, anezhi merc'h ar roue Grallon.

Pa gonted d’ezo marvailh Kêr-Iz, evel m’eo bet danevellet gant meur a zen, ar gwella-holl gant an Aotrou Kermarker e « Barzaz Breiz », ez ae droug enno, hag e lavarent ne oa ket o « Dahud »-i, merc’h ar roue Gradlon. (Hemon, 1935:5)
Pa vim braz on-daou
e laras din eun deiz,
pa vin Rouanez
ha pa vioh Roue
E kouskim asamblez on daou eun deiz,
Bugale oam neuze
Hag abaoe an amzer-ze
Dahud he-deus chañchet
ano he galanted.
(Kergourlez, 1981:6)
Mallozh ruz ! Dahud, merc’h ar roue Gralon an hini e oa ! (Larvol, 2010:15)
Ar skouer washañ a veze roet gant Dahud, merc’h ar roue, e verc’h nemeti, ur briñsez ha ne oa ket kaeroc’h ha ne oa ket gwashoc’h egeti e Kerne penn-da-benn. (Kerrain, 2010:31-32)

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Gwiliou Kergourlez, Guillaume Kergourlay ; Gwenole Larvol, Gwenolé Larvol.

Oberennoù ha pennadoù

  • Hemon, Roparz : 1935. « Santez Dahud ». Gwalarn, niv. 77, Ebrel 1935.
  • Kergourlay, Guillaume : 1981. « Dahud ». Brud Nevez, niv. 48-49, Here ha Du 1981.
  • Kerrain, Mark : 2010. Naoned, Senegal. Reuz : Sav-Heol.
  • Larvol, Gwenolé : 2010. Ar roue Marc’h a oa gantañ war e benn moue ha divskouarn e varc’h Morvarc’h. Sant-Brieg : TES, CRDP de Bretagne.