Riwall

Lakaet enlinenn d’an 31.12.2025,
daskemmet d’ar 07.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Riwall, anv gourel.

Steredenn eus steredeg ar Ri, Rigel hec'h anv skiantel, pe reizhiad stered enni un divsteredenn ha div steredenn all.

Ar Ri (ar Roue), anvet ivez ar Rastell: ar steredeg dispar-se a c’helli arvestiñ outi etre miz Kerzu ha miz Meurzh. Ne c’hellez ket c’hwitout warni: bezañ emañ ouzh hec’h ober teir steredenn welevus a-steud (war ul linenn) ha tost an eil d’eben [graet e vez anezhe an Tri Roue (anvet ivez Gouriz ar Ri)] ha div steredenn all gwelevus kenañ: — Mabon, arruz, lec’hiet war harzoù an Hent Gwenn, ur geursteredenn anezhi (400 gwezh brasoc’h he zreuzkiz eget hini an heol); — Riwall, arc’hlas, goursteredenn anezhi peogwir ez eo he zreuzkiz 33 gwezh breasoc’h eget hini an heol. (Seubil-Kernaodour, 1988:24b-25a)
Pa vez huel ar Ri en oabl e c’heller niveriñ seizh steredenn c’houloù en tachad-oabl strizh-mañ: c’hwec’h anezhe a ra ur c’hwec’hkogn (ar Saezh, Amaezhon, Kian, Steredenn ar C’hi, Riwall ha Ruzan) hag ar seizhvet, en e greiz, Mabon, an hini welevusañ. (Seubil-Kernaodour, 1988:25b)

Testeni

1988 : « Riwall: Rigel » (Seubil-Kernaodour, 1988:26d).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.