drougintent2

Lakaet enlinenn d’an 03.08.2020,
dazkemmet d’ar 05.08.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où).

Termenadurioù

drougintent, pennanv hollek gourel.

  1. Stad darempredoù a zo etre an dud n’em em glevont ket mat.
    Kement rouantelez, e zo droug-intent enhi, a vo distrujet; kement ker ha ti, e vo droug intent enhe, a goueo. (Biler-Azénor:99)

    Bezañ en drougintent ganeor an-unan.

    Mar g-eo Satan hargaset gan Satan, — evel mac’h eo, emeoc’h, pegwir eo dre Veelzebuth e hargasan me an diaoulo, — neuze eta ema en droug intent ganthan e-unan ! Mar ema en droug intent ganthan e-unan, penaoz e talc’hfe da ren. (Biler-Azénor:99-100)
  2. Saviad an hini na gompren ket soñjoù pe emzalc'h unan bennak all.
    Perak dale pelloc'h war zigarez n’emañ ket a-du an Ao. Stourm atao, dre hegas, pe an Ao. Mouzer, dre zrouk-intent, pe an Ao. Penn-aheurtet dre gasoni ? (Ar Yodet, 1941)
    Pa vezer ingal o vevañ en ur strolladig tud, en ul lec’h enk evel amañ, n’eus netra gwashoc’h eget an drougintent hag an dizemglev, a c’hall en em silañ er speredoù evel dre laer. (An Intañv, 2016:31)

Gerdarzh

Treverbad ar verb drougintent.

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • An Intañv, Paskal : 2016. « E dorn Doue emaomp ». Al Liamm, niv. 416, Mae-Mezheven 2016, p. 30-40.
  • Ar Yodet : 1941. « Arabat gortoz pelloc’h », Arvor, niv. 22, 1 a viz Mezheven 1941, p. 4.
  • Biler-Azénor (troer) : 1907. Aviel katolik. Sant-Brieg : Ti-moullerez Sant-Gwilherm.