drougintent1

Lakaet enlinenn d’an 03.08.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.

Berradurioù : m. gt. meneget gant ; m. ha. t. gt. meneget ha troet gant ; niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

drougintent, verb trazeat eeun.

Intent fall.

Gouzout a reac’h mad, aotrou Person, pe seurt a lavaren aze, n’oac'h ket evit droug-entent nemet c’hoant ho pije. (Feiz ha Breiz, niv. 372, 1872, p. 49)
Ma iec’hed am euz offanset,
O trouc entend dispriz ar bed :
An dra-ze n’am euz ket keuziet,
Rac ma Salver am euz cavet.
(Mikael an Nobletz, m. gt. Bleuzen, 1879:100)
Diwar-se e teuas K. da vezañ nec'het ivez; drougintentet e oa bet un dra bennak hag hini ebet eus an daou zen ne oa gouest da ziluziañ ar gudenn. (Kafka ha Lermen, 2016:2)

Gerdarzh

Diwar ar verb intent hag ar rakger droug-.

Troidigezh

Er c'hazetennoù : O troug - entent, « en comprenant mal » (Mikael an Nobletz, m. ha t. gt. Mevellec, 1978).

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Mikael an Nobletz, Michel Le Nobletz.

Kazetenn

Feiz ha Breiz

  • niv. 372, 16 a viz Meurzh 1872, « Respount ann aotrou Morvan », p. 49-51.
  • niv. 11, Du 1909, « D’ar gerent kristen », p. 324-328.

Oberennoù ha pennadoù

  • Bleuzen, Jacques : 1879. Buez an aotrou Mikel Nobletz : belec enorus meurbed. Rener kenta ar missionou e Breiz-Izel er 17t cantvet. Gret gant an tad J. Bleuzen eus compagnunez Jesus. Brest : J.-B. hac A. Lefournier ; Kemper : Ian Salaun.
  • Kafka, Franz ; Lermen, Françoise (troerez) : 2016. Un hunvre. Diembann.
  • Mevellec, F. : 1978. « Un géant de l’apostolat. Dom Michel Le Nobletz ». Bleun-Brug, niv. 214, Meurz-Mae 1978, p. 1-5.