diintent2

Lakaet enlinenn d’ar 05.08.2020,
daskemmet d’an 22.10.2021.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; s. i. o. sellet ivez ouzh ; ub. unan bennak ; udb. un dra bennak.

Termenadurioù

diintent, adanv.

  1. (Diwar-benn ar c'homzoù, ar skridoù, palioù an dud.) Nad eo ket komprenet gant ar re all.
    Tostaat a reas ouz ar « prezidant » en eur c’hlaouri hag en eur valbouzat eur ger bennak diintent. (Kongar, 1932:14)

    Diintent da ub.

    Pa n' oant ket a-enep an doare-skrivañ e kunujennent ar brezhoneg chimik dientent d' ar re ne fell ket dezho lenn brezhoneg. (Al Liamm, niv. 47, 1954)
    Ur pal lennegel dieub a oa dientent da lod bras eus ar goumananterien. (Abeozen, 1956:37)
    Siouazh ! ar muezzin (hennezh, evel a ouezas da c'houde, eo an anv a reer ouzh beleg ur voskeen), a oa diredet war o lerc'h ha, diwar dreuzioù e iliz, a c'halve hag a hope, gant buanegezh, en ur yezh dientent d' an daou soudard. (Ar Gow, 1961:313)

    Chom diintent da ub.

    Un « tokadig » gerioù a chom dientent dezho, ’met kompren a reont (pe e kredont kompren d’an nebeutan) ar ster dre vras ha n’int ket chalet muioc’h evit se ! (Arvor, niv. 165, 1944)
    En e skrid e kaver, amañ hag ahont, notennoù saoznek (da skouer, hemañ fentus : 3 vers not understood), pe c'hoazh, digemm en destenn vrezhonek, gerioù chomet dientent dezhañ evit ar mare - merket em eus, e-touez meur a dra all, aglet-baby hag a pip out. (Denez, 1962:324)
    Korneli (chomet komzoù ar Serjant dientent dezhañ). (Ar Gow, 1966:129)

    Kaozeal en un doare diintent evit ub.

    Molly a oa souezet braz o kaout anezan e-unan, o kozeal gantan e-unan en eun doare dientent evit den ebet. (Ar C'hastellnevez, 1906:57)
  2. (Diwar-benn an dud, o ferzhioù) Hep komprenezon.
    • (Diwar-benn an dud.)
      Hoguen ar paourkeas dientent na zoungeas rei anaoudeguez d’ar medecin eus ar c’hlenvet-se, nemet an drede gueach ma teuas de gaout. (Feiz ha Breiz, niv. 5, 1865, p. 40 ; s. i. o. Arvor, niv. 43, 1941)
      Mad ! er vugaleach ne sonjer e netra; er iaouankis ne glasker nemet plijadur; en oad vella, e vezer dallet gant tregas ha madou ar vuez-ma; er gosni, croumet varzu an douar ez oar dientent, ha ne zao ket ar speret heteg an env. (Lefebvre ha Morvan, 1867:105)
      Ha pe guir an Aotrou depute a zo ken dientent-ze pa na d’eo meneg nemed euz a aferou he vro, ha leac’h azo neuze da veza souezet ne entenfe ket eun oll vad pa deu da goms d’eomp euz ar pez a dremen er broiou all, ha dreist peb tra euz a aferou ar Relijion ? (Feiz ha Breiz, niv. 361, 1871, p. 380)
      Ar re difæsoun ha dientent hell chom er gear. (Kannad Arvor, niv. 231, 1884)
      Evit nebeud a veach ma z’omp bet e Lokournan, hon euz guelet e z-int tud a spered : rouez eo enn ho zouez az vartoloded koz bouzar, dientent, ha sot. (Kannad Arvor, niv. 401, 1887)
      Displeget em euz sklear, zoken evit ar re ar muia dientent, penaoz a dlefent en em gemer evit kregi ha kendelc’her da gaout eun tiegez mad, enhan douar dru, blod ha neat. (Ar Bobl, niv. 457, 1913)
      Mar deus tud dientent en ho touez, tud hag a ’z a da Lourd evit ar vech kenta, rener tud ar barrez a dle skriva var al leor kantikou hano an ti ma ’z oc’h diskennet ennan: rak unan pe unan a ves kollet bep bloaz. (Kannad Arvor, niv. 2622, 1930)
      Bugale dientent ! Breiz a zo digabestret, da lavarout eo bet trec’het armeou ar C’hallaoued gant soudarded Nomenoe, ha ne gomprenit ket ? (Riou, 1941:21)
      N’oun ket kustum da veza dientent, nemet hizio eo tapet va spered genaouek. Ne gomprenan ket eur vulufenn er pez a c’hoarvez. (Riou, 1941:51)
      O svat ! svat bihan, svat dientent, te 'felle dit mont da gaout ar wreg nevez ha da liorzh al louzeier out aet. Eilpennet ac'h eus da donell vier ha glebiet ac'h eus ar c'haol ; saludet ac'h eus ar c'harzh hag aspedet an nor. (Pouchkin, t. e-barzh Al Liamm, niv. 7, 1948, p. 37)
      N’eo ket ken gand ar fouet-skourjez hag al lerenn med gand ar gorzenn-strinka ez eer breman d’an dud evid mouga en o spered an diweza elfenn-komprenezon, d’o lakad da blegi ha da larout ya en despet d’o zantimant d’ar mistri difeiz, dinatur ha dientent a fell d’ezo ren an oll dre ar vro evel sklavourien. (Bleun-Brug, niv. 189, p.27)
      Ha me da zispleg-neuze d’ar Ministr braz petra ’vije bet gouest ar Vretoned da denna diouz o Bro en he douarou, he c’hoajou, he steriou, he aoc’hou, he moriou hag he forziou mor, ma ne vijent ket bet kabestred, moustret ha minellet e kemend mod gand eul lez-vamm digalon ha dientent. (Bleun-Brug, niv. 207, 1976, p. 31)

      Bezañ diintent e doare un azenn.

      Red eo beza dallet gant an droug-speret, a beza dientent edoare eun azenn, evit chom ep kompren traou ken anat. (Caroff, 1869:295)

      Bezañ diintent e-keñver ub.

      Ne meus ket comset e nep fæson eus ar Relijiuset catoliket, hag en em gavan rag-se goal nec’het ho deffe allet lod eus va c’henvreudeur beza ken dientent em c’henver. (Feiz ha Breiz, niv. 12, 1882, p. 89)

      Bezañ diintent evit anavezout udb.

      An den a zo dientent evit anaout piz enor ar vam hag ar verc’h. (Peron, 1892:126)

      Bezañ diintent war udb.

      Var ann oll boëntchou a dalvez : ar finanç, ar polilik da zerc’hell e kenver ar broiou-all, ann arme, pephini anezo hen deus he zantimant, pe, evit lavaret gwell, e zint oll dientent : dre-ze, var sujet ann traou-ze, na reont nemet lavaret sottoniou ha droug prezeg’herez ann eil eus eguile. (Kannad Arvor, niv. 245, 1882)
      Var ar meaz, a drugare Doue, e z’or c’hoas dientent var boent ann dra sot-se, « la grève ». (Kannad Arvor, niv. 321, 1886)

      Chom diintent.

      O, emeve, gant an diintent ma oan chomet. (Hemingway ha Couée, 2016:83)

      En em reiñ diintent.

      Mez eun den pehini en em ro d’an evaj, beteg en em lakeat er stad heuzus e pehini […] en em rent eun den dientent, hag en em lak er memez renk hag an anevaled mud, pere n’o deuz na rezon na santimant. (Dornskrid ur person dizanv a Vro-Leon, 1789, m. e-barzh Ar Vro, rummenn 11, 1905, p. 140)

      Komz evel un den diintent.

      Ne ve ket guelloc’h deomp, paourkez Taliezin,
      Dirag an tad Guenc’hlan n’em doler d’an daoulin,
      Anzao hon deuz komzet evel tud dientent,
      A d’an oll drouized all rei dourn da ziagent
      Evit peurachui al lid en do galloud
      Da bellat euz hor pen ar spountussa darvoud ?
      (Roudot, 1906:28)
    • (Diwar-benn spered an dud, o gouziegezh, o doare da welet an traoù.)
      Tri midisin galvet var he zro a zisclerias oa ho guiziegez dientent hag ho remejou dic’halloud dirac ar c’hlenvet-se. (Peron, 1892:173-174)
      Dallentez, va zud doare dientent da welout an traou. Ar c’hemm a vezo a zo ebarz al labour. (Ar Bobl, niv. 419, 1912)
      Soñjal a raen : daoust m’eo divalo, re vrao eo c’hoaz evit beza ganet gant eur spered dientent evel da hini. (Riou, 1941:28)

Gerdarzh

Diwar an pennanv intent hag ar rakger lemel di-.

Levrlennadur

Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Kannad Arvor, Le Courrier du Finistère.

Kelaouennoù ha kazetennoù

  • Al Liamm
    • niv. 7, Meurzh-Ebrel 1948, « Ar Rousalka », p. 32-43.
    • niv. 47, Du-Kerzu 1954, « Skrivagnerien Al Liamm », p. 90.
  • Ar Bobl
    • niv. 419, 28 a viz Kerzu 1912, « Labour-douar. Dao d’ar routin », p. 2.
    • niv. 457, 20 a viz Gwengolo 1913, « Dizon an eubeulien », p. 2.
  • Arvor
    • niv. 43, 26 a viz Here 1941, « Ar pugnez », p. 1.
    • niv. 165, 19 a viz Meurzh 1944, « Arvor hag ar bobl », p. 2.
  • Ar Vro, rummenn 11, Genver 1905, « Prezegen I. Ar veventi. (Prezeget an 22 a viz meurz 1789) », p. 139-142.
  • Bleun-Brug
    • niv. 189, Du-Kerzu 1971, « Ar re n’o deus mouez ebed ken », p. 25-27.
    • niv. 207, 2l trimiziad 1976, « Dihun’ta, hunvreer », p. 30-32.
  • Feiz ha Breiz
    • niv. 5, 4 a viz Meurzh 1865, « Marvaillou », p. 39-40.
    • niv. 361, 30 a viz Kerzu 1871, « Petra a lavar beleien ha christenien divarbenn guer an aotrou Morvan, Duputet, da elektourrien he barrez », p. 377-383.
    • niv. 12, 18 a viz Meurzh 1882, p. 89-91.
  • Le Courrier du Finistère
    • niv. 245, 24 a viz Mezheven 1882, « Eun tam politik », p. 3.
    • niv. 231, 14 a viz Mezheven 1884, « Kelen », p. 1.
    • niv. 321, 20 a viz Meurzh 1886, « Labourerien mouzet pe « la grève de Decazeville. » », p. 1.
    • niv. 401, 17 a viz Gwengolo 1887, « Skol Frered Lokournan (Leon) », p. 2.
    • niv. 2622, 17 a viz Mae 1930, « Da bardounerien Lourd. Ar c’houec’hved pelerinaj ha daou ugent (46) eus an eskopti », p. 2.

Oberennoù ha pennadoù

  • Abeozen : 1956. « Istor lennegezh vrezhonek an amzer-vremañ ». Al Liamm, niv. 59, Du-Kerzu 1956, p. 37-58.
  • Ar C'hastellnevez, Ieunik : 1906. « Molly O’Konnor ». Ar Vro, rummenn 4, Mezheven 1906, p. 55-61.
  • Ar Gow, Yeun : 1961. « Alfred ». Al Liamm, niv. 88, Gwengolo-Here 1961, p. 308-322.
  • Ar Gow, Yeun : 1966. « C'hoar soudard Kiberen ». Al Liamm, niv. 115, Meurzh-Ebrel 1966, p. 95-131.
  • Caroff, G.-M. : 1869. Sin ar groaz guechall a sin ar groaz breman. Landerne : P.-B. Desmoulins Mab.
  • Denez, Per : 1962. « Ur ger a-raok » (rakskrid « Ar Geben Donvaet »). Al Liamm, niv. 94, Gwengolo-Here 1962, p. 324-326.
  • Hemingway, Ernest ; Couée, Iwan : 2016. « An den kozh e penn ar pont ». Al Liamm, niv. 416, Mae-Mezheven 2016, p. 82-85.
  • Kongar, Divi Kenan : 1932. « Ar Wazig ». Gwalarn, niv. 41, Ebrel 1932.
  • Lefebvre, Alexis ; Morvan, Goulven (troer) : 1867. Scol ar maro mad pe Levr breuriez ar maro mad tennet eus eul levr gallec grêt gant an tad Al. Lefebvre, a Gompagnunez Jesus, laket e brezonec dre urs an aotrou’n Escop a Guemper, gant G. M. Kemper : Ar. de Kerangal.
  • Peron : 1892. Miz ha Buez Santez Anna gant an Aotrou Peron Person ar C’hastelnevez. Moulet evit an eil guech. Brest : J.-A. Lefournier.
  • Riou, Jakez : 1941. Nemenoe oe ! – skrid J. Riou skeudennou P. Peron. Brest : Skrid ha Skeudenn.
  • Roudot, Jean : 1906. Maro Sant Tremeur. Brest : Moullerez « ar C'hourrier ».