diintent1

Lakaet enlinenn d’ar 05.08.2020,
daskemmet d’ar 06.08.2020.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; ub. unan bennak.

Termenadur

diintent, pennanv hollek gourel.

Stad darempredoù a zo etre an dud n’em em glevont ket. Heñvelsterioù : diemglev, dizemglev.

Bezañ (an) diintent etre ub. hag ub. all.

Mez abalamour da gement-se rag eün edo an dientent, an talabao, ma kirit, etre kæriz hag an dud divar ar meaz. (Feiz ha Breiz, niv. 370, 1872, p. 34)
Awechou, ar priejou pa vez trouz ha dientent etre-z-ho, a c’hello, dre urz ar varnerien, freuza ho eured ha mont pep hini enn he gostez, ha dimezi gant re all ! (Kannad Arvor, niv. 235, 1884)

Gerdarzh

Diwar an pennanv intent hag ar rakger lemel di-.

Levrlennadur

Kazetenn hag he deus un anv a zo disheñvel e stumm etreboradel diouzh e stumm brezhonek : Kannad Arvor, Le Courrier du Finistère.

Kelaouennoù ha kazetennoù

  • Feiz ha Breiz, niv. 370, 2 a viz Meurzh 1872, « Respount an Aotrou Morvan », p. 34-40.
  • Le Courrier du Finistère, niv. 235, 12 a viz Gouere 1884, « Al lezennou nevez », p. 1.