Skuilh-Dour
Lakaet enlinenn d’ar 06.03.2025.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajenn(où) ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Skuilh-Dour, anv gourel.
(Steredouriezh.) Azon eus an arouezkelc'h, hag a glot ouzh an oadvezh ma vo kedez Veurzh e steredeg ar Skuilher Dour.
Degoue’t oadwezh ar Skuilh-dour (Stivell, 1981)
Deskiñ a c'heller gant forzh joa emaomp e prantad ar skuilh-dour (Verseau) hag emañ ar bed o treiñ war e c'henou. (Al Lanv, niv. 13, 1982:29b)
Biskoazh n’eo bet mestroni ar sonour ken bras, ken splann war e delennoù, hag hiziv an deiz. “Telenn a’ Skuilh-dour” a zo ar broenn “nec plus ultra” eus an dra-se. (Dey, 1986:26b)
Anat deoc’h, pep hini ac’hanomp a zo dieub da chom hep bezañ a-du gant menozioù speredel ar barzh war Oadvezh ar Skuilh-Dour… nemet an hini en deus skrivet ar pennad-mañ, hag a zo just a-walc’h bet ganet dindan an arouez-se, un deiz a viz C’hwevrer ! (Dey, 1986:26k)
Testeni
1931 : « Skuilh-dour » (Vallée, 1931:779b, pg. « verseau »)
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Vallée, François Vallée.
Kelaouenn
Al Lanv, niv. 13, C'hwevrer 1982, « Berr-ha-berr », p. 29-30.
Oberennoù ha pennadoù
- Dey, Jean-Luc : 1986. « Telenn a’ Skuilh-Dour/Harpes du Nouvel Âge/Harps of the New Age ». Al Lanv, niv. 37, Genver-C'hwevrer 1986, p. 26.
- Stivell, Alan : 1981. « L’ère du verseau – Bed an dud vew ». Terre des vivants. Disc’Az.
- Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Impr. commerciale de Bretagne.