Skuilher Dour (ar)
Lakaet enlinenn d’ar 26.02.2025,
daskemmet d’ar 06.01.2026.
daskemmet d’ar 06.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Skuilher Dour (ar), anv gourel.
Steredeg Aquarius hec'h anv skiantel. Heñvelster : Hoc'h (an).
Ar Skuiler Dour (pe an Hoc’h) zo ur steredeg amspis hag amsplann a-walc’h. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:21b)
Kenstrolladur
Eus ar pennanvioù skuilher ha dour.
Testeni
1988 : « Skuilher Dour (ar): Aquarius » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26d).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.