Saezh (ar)

Lakaet enlinenn d’an 31.12.2025,
daskemmet d’ar 07.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Saezh (ar), anv benel.

Hollad stered eus steredeg Karr an Ankoù, Capella e anv skiantel, ennañ ur reizhiad div zivsteredenn ha stered all er-maez eus ar reizhiad-se.

E-kichen Drestan e verzi ur steredeg a bouez: Karr an Ankoù, enni ur steredenn velen, anvet ar Saezh, hogos ken lemm hag an Awen, hag a c’heller gwelet a-hed ar bloaz; evit kavout anezhi, astenn ’ta war-dreñv al linenn a dremen dre rodoù dehoù Karr Arzhur (gw. p.20-21). (Seubil-Kernaodour, 1988:24a)
Div hentenn da gavout ar Gazeg:
— pe dre astenn war-dreñv beskellenn gKarr Arzhur;
— pe dre ar warenn-gelc’h o tremen dre ar Saezh, Govanon, Amaezon, Kian ha steredenn ar C’hi.
(Seubil-Kernaodour, 1988:24a)
Emañ war gwarenn ar Saezh; bezañ ez eo ivez unan eus hon amezegezed nesañ. (Seubil-Kernaodour, 1988:24b)
Pa vez huel ar Ri en oabl e c’heller niveriñ seizh steredenn c’houloù en tachad-oabl strizh-mañ: c’hwec’h anezhe a ra ur c’hwec’hkogn (ar Saezh, Amaezhon, Kian, Steredenn ar C’hi, Riwall ha Ruzan) hag ar seizhvet, en e greiz, Mabon, an hini welevusañ. (Seubil-Kernaodour, 1988:25b)

Testeni

1988 : « Saezh (ar): Capella » (Seubil-Kernaodour, 1988:26d).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.