Saezhataer
Lakaet enlinenn d’ar 06.03.2025,
daskemmet d’ar 07.03.2025.
daskemmet d’ar 07.03.2025.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; pg. pennger ; st. eb. stumm etrebroadel.
Termenadur
Saezhataer, anv gourel.
(Steredouriezh.) Navvet azon eus an arouezkelc'h, hag a glot ouzh ar prantad eus an 23 a viz Du d’an 21 a viz Kerzu. Heñvelsterioù : Gwareger, Saezher.
Ouzhpenn an daelerezh en elfennoù hag er modoù, ez eus ivez ahelioù an arouezioù kontrol : Tourz-Balañs, Tarv-Krug, Gevelled-Saezhataer, Krank-Gavr, Leon-Skuilher-Dour ha Gwerc'hez-Pesked. (Carvalho ha Delanoy, 2011:8a)
Testeni
1931 : « Saezer » (Vallée, 1931:670b, pg. « Sagittaire »), reizhet e « Saezataer » (Vallée, 1931:813b, pg. « Sagittaire »).
Levrlennadur
Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Frañsez Vallée, François Vallée.
Oberennoù ha pennadoù
- Carvalho (de), Olavo ; Delanoy, Ewan (troer) : 2011. « Daouzek miz an arouezkelc’h 2/2 ». Kannadig Imbourc'h, niv. 72, Eost-Gwengolo 2011, p. 8-10.
- Vallée, François : 1931. Grand dictionnaire français-breton. Roazhon : Édition de l'Impr. commerciale de Bretagne.