Ruzan

Lakaet enlinenn d’an 31.12.2025,
daskemmet d’ar 07.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Ruzan, anv.

Steredenn eus steredeg an Tarv, Aldebaran hec'h anv skiantel, pe hollad stered, ennañ div reizhiad divsteredenn ha div steredenn all er-maez eus ar reizhiadoù-se.

Pa vez huel ar Ri en oabl e c’heller niveriñ seizh steredenn c’houloù en tachad-oabl strizh-mañ: c’hwec’h anezhe a ra ur c’hwec’hkogn (ar Saezh, Amaezhon, Kian, Steredenn ar C’hi, Riwall ha Ruzan) hag ar seizhvet, en e greiz, Mabon, an hini welevusañ. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:25b)
An Tarv (pe ar Maen-Forn) zo ur pezh steredeg enni 45 steredenn en o zouez Ruzan he liv orañjez, nepell diouzh daou zruilhad: an Ejen, strewet a-walc’h ar stered anezhañ, ha dreist-holl Ar Yar hag hec’h evned (pe ar Yarad Poñsined), hañval evit doare ouzh ur goumoulenn vihan arc’hantet, nemet, pa seller a-dostoc’h e tiforc’her c’hwec’h steredenn vihan. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:18a)
Sevel a ra ar Yar hag hec’h evned kent Ruzan. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:18a)

Testeni

1988 : « Ruzan: Aldebaran » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26d).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.