Ruskennad (ar)

Lakaet enlinenn d’ar 24.02.2025,
daskemmet d’ar 07.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.

Termenadur

Ruskennad (ar), anv benel.

Gronnad digor a stered, Præsepe e anv skiantel, lec'hiet e steredeg ar Wiz. Heñvelsterioù : Buorzh (ar), Tarvhed (an).

Ar Wiz (ar C’hrank): amsplannañ steredeg an arouezkelc’h ez eo. Klast ’ta anezhi etre Genver ha Mae; gouwelout un druilhad bihan hag amspis ne ri ken: an Tarvhed pe ar Ruskennad eo e anv. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:19a) [Lenn : « Klask ’ta ».]

Testeni

1988 : « Ruskennad (ar): Præsepe » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26d).

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
  • Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.