Rod

Lakaet enlinenn d’an 08.01.2026.

Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù ; s. o. sellet ouzh.

Termenadurioù

Rod, anv benel.

Steredenn Dubhe hec'h anv skiantel, steredenn Merak hec'h anv skiantel, steredenn Megrez hec'h anv skiantel pe steredenn Phecda hec'h anv skiantel hag a zo peder steredenn eus steredeg an Arzh. S. o. Rod a-dreñv dehou (ar), Rod a-dreñv kleiz (ar), Rod a-raok dehou (ar), Rod a-raok kleiz (ar).

Bezañ ez eus un doare eeun d’en em lec’hiañ hep nadoez-vor, a-drugarez d’an anavezetañ strollad stered: Karr-Arzhur; ul linenn o tremen dre e ziv rod a-dreñv, enni pemp gwezh ar pellder etre an div rod-se, a gaso ac’hanout betek ar Sterenn a verk an norzh, penn-ahel an neñv (sell ouzh al lun 1). (Seubil-Kernaodour, 1988:16b)
Kastell Karr Bras: lennet ez teus uheloc’h e oa Karr Arzhur ur rann eus ar steredeg vras-se a c’heller keñveriañ ouzh un arzh war e grabanoù; an tri marc’h a rafe e benn, ar peder rod ur meni dibr war e gein ha tri c’houblad stered e bavioù. (Seubil-Kernaodour, 1988:19a) [Dre fazi, e-lec'h : « Ar C’hastell-Karr Bras ».]

Rod a-dreñv. Steredenn Dubhe hec'h anv skiantel pe steredenn Merak hec'h anv skiantel. S. o. Rod a-dreñv dehou (ar), Rod a-dreñv kleiz (ar).

Bezañ ez eus un doare eeun d’en em lec’hiañ hep nadoez-vor, a-drugarez d’an anavezetañ strollad stered: Karr-Arzhur; ul linenn o tremen dre e ziv rod a-dreñv, enni pemp gwezh ar pellder etre an div rod-se, a gaso ac’hanout betek ar Sterenn a verk an norzh, penn-ahel an neñv (sell ouzh al lun 1). (Seubil-Kernaodour, 1988:16b)
Karr-Arzhur (pe ar Seizh Ejen) zo seizh steredenn ouzh e ober: an div rod a-dreñv (o deus hon skoazellet evit kavout ar Sterenn hag an norzh), an div rod a-raok hag an tri marc’h (ar marc’h-ambilh en o fenn, ar marc’h-tirleur da eil hag ar marc’h-leur da drede). (Seubil-Kernaodour, 1988:17b)
Marzhin zo ur steredeg amsplann a-walc’h enni un ugent bennak a stered. Ma tresez ul linenn o tremen dre ziv rod a-dreñv Karr Arzhur e kavi anezhi en tu-hont d’ar Sterenn (gw. p.20-21). (Seubil-Kernaodour, 1988:18b)
Ar Morgazh (al Lev pe Leon) zo ur vras a steredeg hañval ouzh ul leon enni un tregont steredenn bennak; teir anezhe zo gouloù-kenan hag ar Rouanezig a reer eus an hini welevusañ: aes e vo dit kavout ar steredenn-se pa vo ar Morgazh uhel en oabl (etre miz C’hwevrer ha miz Mezheven) dre dresañ ul linenn adalek rodoù a-dreñv Karr Arzhur dre bavioù arzh Kastell Karr Bras; div wezh gwelevusoc’h eo eget ar Sterenn ha glaswenn he gouloù; bezañ e c’hall bezañ damguzhet gant al loar pe gant planedennoù dre m’emañ war ar c’helc’htrova. (Seubil-Kernaodour, 1988:19b) [Dre fazi, e-lec'h : « ar C’hastell-Karr Bras ».]

Rod a-raok. Steredenn Megrez hec'h anv skiantel pe steredenn Phecda hec'h anv skiantel. S. o. Rod a-raok dehou (ar), Rod a-raok kleiz (ar).

Karr-Arzhur (pe ar Seizh Ejen) zo seizh steredenn ouzh e ober: an div rod a-dreñv (o deus hon skoazellet evit kavout ar Sterenn hag an norzh), an div rod a-raok hag an tri marc’h (ar marc’h-ambilh en o fenn, ar marc’h-tirleur da eil hag ar marc’h-leur da drede). (Seubil-Kernaodour, 1988:17b)
Lez Don a gavi e beg ul linenn o vont diouzh rod a-raok Karr Arzhur (an hini nesañ d’ar Marc’h-tirleur), o tremen dre ar Sterenn, hag enni div wezh ar pellder etre an div steredenn-se: da lavaret eo emañ ar Sterenn keit-ha-keit etre Lez Don ha Karr Arzhur. (Seubil-Kernaodour, 1988:18a)
An Alarc’h (pe ar Groaz) zo ur steredeg kaer-meurbet hañval ouzh un alarc’h o plavañ a-hed an Hent Gwenn. E gavout a ri dre astenn ul linenn adalek div rod a-raok Karr Arzhur, en tu-hont da gKarr Ahez. (Seubil-Kernaodour, 1988:22a)

Rod dehou. Steredenn Dubhe hec'h anv skiantel pe steredenn Megrez hec'h anv skiantel. S. o. Rod a-dreñv dehou (ar), Rod a-raok dehou (ar).

E-kichen Drestan e verzi ur steredeg a bouez: Karr an Ankoù, enni ur steredenn velen, anvet ar Saezh, hogos ken lemm hag an Awen, hag a c’heller gwelet a-hed ar bloaz; evit kavout anezhi, astenn ’ta war-dreñv al linenn a dremen dre rodoù dehoù Karr Arzhur (gw. p.20-21). (Seubil-Kernaodour, 1988:24a)

Rod kleiz. Steredenn Merak hec'h anv skiantel pe steredenn Phecda hec'h anv skiantel. S. o. Rod a-dreñv kleiz (ar), Rod a-raok kleiz (ar).

Testenioù

1988 : « Rod a-dreñv dehoù: Dubhe », « Rod a-dreñv kleiz: Merak », « Rod a-raok dehoù: Megrez », « Rod a-raok kleiz: Phad » (Seubil-Kernaodour, 1988:26d) [Phad a zo un anv hengounel eus ar steredenn a zo anvet Phecda bremañ gant ar steredoniourion].

Levrlennadur

Oberennoù ha pennadoù

Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.