Mazh
Lakaet enlinenn d’an 30.12.2025,
daskemmet d’an 08.01.2026.
daskemmet d’an 08.01.2026.
Berradurioù : niv. niverenn ; p. pajennoù.
Termenadur
Mazh, anv gourel.
Steredenn eus steredeg Kerdudwal, Arcturus hec'h anv skiantel. Heñvelster : Bugul (ar).
Penn a-raok al leon a vez graet ar Falz anezhañ a-wezhioù; beg e lost zo Palou, ur steredenn a Strinkvaen ar Werc’hez (a-gevret gant Mazh, Gowenn ha Kaval). (Seubil-Kernaodour, 1988-a:19b)
Merkañ a ri Mazh (anvet c’hoazh ar Bugul) anezhi ar pevare gwelevusañ steredenn, orañjez he gouloù; e-tro diwezh an nevez-amzer ez eo ar steredenn gentañ a weler goude ar c’huzh-heol. Evit he c’havout, kendalc’h ’ta gant gwalenn-gelc’h tri marc’h Karr Arzhur. (Seubil-Kernaodour, 1988-a:19b)
Emañ ar Werc’hez war he c’hein a-hed ar c’helc’htrova; emañ he fenn dindan lost al Lev, doare ganti da sellet ouzh KerDudwall.
Gowenn, he steredenn welevusañ, a gavi dre astenn gwaregenn tri marc’h Karr Arzhur etrezek Mazh. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20a) [Lenn : « KerDudwal ».]
Ar strollad Mazh, Gowenn, Kaval ha Palou a vez graet Strinkvaen ar Werc’hez anezhañ. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:20a)
Sell ’ta ouzh Mazh (e steredeg KerDual) hag ouzh Awen (e steredeg an Delenn), an hini gentañ zo arruz, an eil glas. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:23b)
10.000 derez zo war gorread Awen ha 4.000 hepken war Mazh. (Seubil-Kernaodour, 1988-b:23b)
Testeni
1988 : « Mazh: Arcturus » (Seubil-Kernaodour, 1988-a:26k).
Levrlennadur
Oberennoù ha pennadoù
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-a. « Kantreadenn dre ar Stergann ». Talabao, niv. 8, Meurzh-Ebrel 1988, p. 15-26.
- Seubil-Kernaodour, Yanna : 1988-b. « Kantreadenn dre ar Stergann (eil lodenn) ». Talabao, niv. 9, Mae-Mezheven 1988, p. 17-24.