Mars

Lakaet enlinenn d’an 10.01.2026,
daskemmet d’an 21.01.2026.

Berradurioù : bl. bloavezh ; niv. niverenn ; p. pajennoù ; st. eb. stumm etrebroadel.

Termenadur

Mars, anv.

Planedenn eus Koskoriad an Heol hag a zo hec'h amestez en-dro d’an Heol etre hini an Douar ha hini Yaou. Heñvelster : Meurzh.

Mercur ê ar c’henta ; goude teu Vênus pehini ê ar stéréden gaër ha hanver stéréden al labourer, goude Venus e ma an douar gant e gompagnones al loar ; Mars a gaver neuse , ha goude ar peder vian Cérès , Pallas , Junon ha Vesta. (Lebreton, 1848:16)
Ar bedervet ê Mars pehini a zo tri-hac-anter-cant million léo d’eus an éol. (Lebreton, 1848:18)
Vent Mars a zo pemp guéch biannoc’h evit an douar ; e sclérijen a zo rû. (Lebreton, 1848:18)
D’eus an oll blanédennou , Mars ê an tefalla , hac an eus an tarchou brassa. (Lebreton, 1848:18)
Goude Mars e tigoê ar peder blanéden vian Vesta , Junon , Cères ha Pallas. (Lebreton, 1848:18)
Distroomp var hor c’hiz ha deomp da glask ar stereden ruzard hanvet Mars, pe Meurs. (Ar C'haer, 1907:228)

Levrlennadur

Aozer hag en deus un anv a zo disheñvel e stumm etrebroadel diouzh e stumm brezhonek : Yann-Frañsez ar C'haer, Jean-François Caër.

Oberennoù ha pennadoù

  • Caër, Jean-François : 1907. « Daoust hag ar stered a zo poblet ? ». Feiz ha Breiz, 8vet bl., niv. 8, Here 1907, p. 227-230.
  • Lebreton, Paul : 1848. Studi var an astrou. Brest : Moullerezh J.-B. Lefournier.